Cambrai
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Cambrai (Kamerijk en izelvroeg, Camaracum e latin) a zo ur gumun hag ur gêr eus Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall. Pennlec'h Arondisamant Cambrai eo. Cambrésis a vez graet eus bro Cambrai.
![]() |

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Remove ads
Douaroniezh
Anv
Stummoù skrivet
Hen impalaeriezh roman
- Camaraco (Taolenn Peuntinger, II, 3)
- Camaracum (It. Ant. I, 58)
Impalaeriezh roman diwezhañ
- Civitas Cameracensium (Not. Gall)
Krennamzer
- Camaracum Urbs (Gregor Teurgn, HF, II, 9; II, 42; Kronikenn Fradegarius, III, 9; III, 27; Liber Historiae Francorum, 5)
- Camara(censis urbs), (Gregor Teurgn, HF, VI, 42)
- Camaricense
- Civitate Marace (Sened-iliz Pariz, 614; Conc. Gall. II)
- Camaracinsium Presidium (Kronikenn Fradegarius, IV, 91)
- Camaracum, Camarac(o), Civita(as) Cameraco, pe Cvmrvco (moneiz)
Gerdarzh
- Dauzat & Rostaing ː Diwar un anv den galian ha roman Camarus, lezanv diwar latin cammarus, legestr, krank, ha lostger - acum
Remove ads
Ardamezioù
En aour, e erez daoubennek dispak en sabel, pigosek ha krabanek en gul, katget ouzh kondon gant ur skoed e aour or e zri leon en glazur
Istor
![]() |
![]() |
- E 1914, ac'hubet eo Cambrai gant al Lu alaman; chom a ra tost pevar bloaz, preizhadennoù, rekizadurioù ha tud kemeret da ostaj a zo bet gouzañvet gant kêriz.
- Adalek an 20 a viz Du betek ar 17 a viz Kerzu 1917 e voe Emgann Cambrai, e trowardroioù ar gêr; evit ar c'hentañ gwezh e voe implijet ur bern tankoù.
- E 1918, c'hwezet e voe an tan e kreiz-kêr gant al lu alaman; distrujet e voe an ti-kêr ha dielloù ar gumun. Muioc'h evit 1 500 savadur (diwar 3 500) a voe distrujet razh. Rekis e voe adsevel kreiz-kêr Cambrai penn-da-benn. An ti-savour Pierre Leprince-Ringuet a reas war-dro.
- Eil brezel bed: bombezadegoù ar re aliañset a venne distrujañ an hentoù-houarn a zistrujas 803 savadur ha 3 329 anezhe, diwar 7 464, a voe gwall-aozet; ur bern tud a voe lazhet pe gloazet.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
Emdroadur ar boblañs 1791-2007

Melestradurezh
Tud
Levrlennadur (e galleg)
- Elzbieta Dabrowska : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
- Albert Dauzat et Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
- Histoire de Cambrai, renet gant Louis Trénard, Presses universitaires de Lille, Coll. Histoire des villes du Nord-Pas-de-Calais 1982
- Histoire du Nord, Pierre Pierrard, Hachette 1978
- Histoire des Pays-Bas français, renet gant Louis Trénard, Privat 1974
- Mémoire de Cambrai, renet gant Michel Dussart, Société d'Émulation de Cambrai, 2004
- La Vie des Cambrésiens, Jean Dauvegis, Ed. Les amis du Cambrésis, Cambrai 1991
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads