Chram
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Chram pe Chramn ("Bran" en henfrankeg[1]), bet ganet etre 520 ha 540 ha marvet e miz Kerzu 560, a oa mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e bried Chunsine.

Buhez
Er bloaz 555 e varvas ar roue frank Theutbald, ha kemeret e voe e rouantelezh gant Hlotar Iañ a gemeras ivez en Akitania kêrioù Clermont-Ferrand, Javols, Lo Puèi de Velai, Caors, Lemojez, Albi, Rodés, Lodève, Eusa ; Bourges a gemeras ouzhpenn, diwar-goust Childebert Iañ e 535.
Kontrol d'ar roue frank Theudebert Iañ ha d'e vab Theutbald, a glaskas tostaat Romaned ha Franked goude un emsavadeg en Aovergn e 532, e kavas gwell Hlotar Iañ lakaat e vab Chram da eveshaat ar vro. Hennezh neuze ac'h eas da chom da Glermont-Ferrand.
- Ar rouantelezh frank e 556-560
Remove ads
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
