Dafydd ap Gwilym
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Dafydd ap Gwilym (war-dro 1320 - war-dro 1380) zo unan eus barzhed anavezetañ Kembre. Sellout a reer outañ ivez evel unan eus barzhed pouezusañ Europa er XIVvet kantved. Sevel a rae barzhonegoù da vare Barzhed an Uhelidi, barzhonegoù diwar-benn ar garantez ha diwar-benn an natur dreist-holl.

E vuhez
Soñjal a reer e oa bet ganet etre 1320 ha 1330 e parrez Llanbadarn Fawr e-kichen Aberystwyth. Mervel a reas war-dro 1380 ha douaret e voe en abati Ystrad Fflur hervez lod, pe en abati Talyllychrau hervez tud all. Eus ur familh tud uhel e oa Dafydd. Gwilym Gam ap Gwilym ab Einion e oa anv e dad, met ne ouzomp netra muioc’h diwar e benn.
E varzhonegoù
Diwar-benn ar garantez ha diwar-benn an natur e savas barzhonegoù dreist-holl, traoù ha ne veze ket skrivet kalz diwar o fenn diagent. Diwar-benn ar skoilhoù ouzh ar garantez e skrive alies : skoilhoù etre e vuiañ-karet hag eñ, evel ur stêr, ur voger, un nor, un den all... pe c’hoazh diwar-benn skañvadurezh ar merc’hed karet gantañ Dyddgu ha Morfudd.
Ur mailh e oa Dafydd ap Gwilym war ur stumm barzhonegoù anvet cywydd, anezhañ un niver hir pe hiroc’h a werzennoù berr (7 silabenn), aozet hervez reolennoù kensonerezh (kenganez) munut ha luziet.
Setu ur skouer eus deroù ur varzhoneg gant Dafydd ap Gwilym:
Plugy rhag llit yrydwyf:
Pla ar holl verchet y plwyf!
Am na cheveis, dreist drawshoet,
Onaddvn yr vn erioet
Na morwyn wyn oveneic,
Na merch vach, na gwrach, ha gwreic.
« O plegañ dirak ar gounnar emaon:
Ar vosenn war holl verc’hed ar barrez!
Dre na’m boe, ganaserezh hep par,
Anezho hini ebet biskoazh,
Na gwerc’hez koant c’hoantadus,
Na merc’h vihan, na gwrac’h, na gwreg. »[1]
Remove ads
Levrlennadur
Skridoù ar barzh
- Thomas Parry (gol.), Gwaith Dafydd ap Gwilym (Caerdydd, 1952).
- Alan Llwyd (gol.), 50 o Gywyddau Dafydd ap Gwilym (Barddas, 1980).
- Dafydd Johnston (gol.), Canu Maswedd yr Oesoedd Canol/Medieval Welsh Erotic Poetry (Caerdydd, 1991).
Studiadennoù diwar e benn
- Rachel Bromwich, Aspects of the poetry of Dafydd ap Gwilym (Caerdydd, 1986)
- R. Geraint Gruffydd, Dafydd ap Gwilym (Cyfres Llên y Llenor, 1987)
- Helen Fulton, Dafydd ap Gwilym and the European Context (Caerdydd, 1989)
- John Rowlands, Dafydd ap Gwilym a Chanu Serch yr Oesau Canol (Caerdydd, 1975)
- Diarmuid Johnson ha Jean-Claude Lozac'hmeur, Dafydd ap Gwilym, petite anthologie d'un grand poète, Wodan, Amiens, 1994.
- Morwenna Jenkin, Ar varzhoniezh kembraek, pp. 17-18, embannadurioù Al Lanv, 1994
Notennoù
Liamm diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads