Daniel Noboa
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Daniel Roy Gilchrist Noboa Azín, ganet d'an 30 a viz Du 1987, zo ur politikour ha den a aferioù ecuadorian hag 48vet prezidant Ecuador abaoe 2023[1][2][3]. Kadoriet d'an oad a 35 bloaz, bez' eo an eil prezidant yaouankañ en istor ar vro, a-dreñv Juan José Flores[4], hag an hini yaouankañ o vezañ dilennet[5][6][7][8][9].
Noboa a oa bet ezel eus Bodadenn Vroadel Ecuador eus 2021 betek 2023, pa voe divodet ar Vodadenn vroadel goude ar muerte cruzada, an divodadenn vonreizhel gant ar prezidant Guillermo Lasso. A-raok dont da vezañ politikour, Noboa a oa bet e meur a bost e Noboa, un embregerezh ezporzhiañ savet gant Álvaro Noboa (tad Daniel), ur miliarder hag en doa klasket pemp gwech bezañ prezidant ar vro. Deskrivet eo bet Daniel alies evel hêr e dad a-fed arc'hant met ivez en aferioù.
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
