Daoubez

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Un daoubez zo ur benveg e stumm ur V en tu gin, dezhañ daou droad implijet evit souten pe stabilaat ur benveg all.

Hoplologiezh

Thumb
Ur vindrailherez alaman MG42, dibleget he daoubez dindani.

E bed an armoù-tan e vez implijet daoubezioù dindan ar c'hanolioù-mortez, ha gant armoù-skoaz zo. A-drugarez d'un daoubez e c'hall an tenner poziñ e arm : stabilaat a ra anezhañ ha lakaat a ra e resisted da vezañ gwelloc'h. Izelaat a ra e skuizhder, ha sikour a ra anezhañ da anduriñ an argil gwelloc'h ivez. Ar mindrailherezioù hag ar fuzuilhoù-mindrailher zo pourveziet holl gant daoubezioù (trebezioù a-wechoù zoken) peogwir int bet soñjet evit gellout tennañ en ur mod aotomatek ha difiñv. Ar fuzuilhoù-resisted a vez implijet gant daoubezioù ivez peurliesañ. Fuzuilhoù-arsailh zo, evel ar SIG SG 550 hag ar FAMAS, o deus daoubezioù stag ivez.

Gellout a ra daoubez un arm-skoaz bezañ fiñv pe difiñv. E uhelder a c'haller reoliañ peurliesañ. M'eo fiñv e c'hall bezañ staget ouzh fust an arm dre ur walenn pe ur reilh.

Remove ads

Pennadoù kar

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads