Dirinonn
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Dirinonn ([ˌdiri'nõn]) zo ur gumun e Bro-Gerne e kanton Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez kleiz ar stêr Elorn, e Bro-Gerne emañ Dirinonn. E ledenez Plougastell-Daoulaz, war un dorgenn, eo diazezet Dirinonn. En Norzh emañ Landerne ha Penn-ar-C'hrann. Er c'hornôg emañ Loperc'hed, hag er reter emañ Lannurvan. Er Su da Zirinonn emañ Daoulaz.
Brezhoneg
- Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor
Dispac'h Gall
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Le Gac e anv, ha Cudennec, kure[3].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 63 gwaz eus ar gumun, da lâret eo 4,40% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[4].
Eil brezel-bed
- Mervel a reas seitek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Monumantoù ha traoù heverk
![]() |
|
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
- Tud bet ganet eno
- 1913 : Frañsez Kervella (Kenan Kongar e anv-pluenn), douarour, barzh, skrivagner ha yezhadurour brezhonek.
- 1929 : Jean Malléjac, reder war varc'h-houarn.
- Yvonne Breilly-Le Calvez, renerez laz-kanañ ha saverez tonioù.
- Tud liammet ouzh ar gumun
- Tudual Huon, skrivagner, treser ha rener kelaouenn, o chom eno.
Gevelliñ
- Doussard,
Savoia
Liammoù diavaez
Dave ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads