Discordia

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Discordia (Dizemglev) eo anv latin an doueez a glot gant Eris tud Hellaz. Hi an hini zo kaoz d'ar brezelioù ha d'an tabutoù, etre ar Bobl hag an Uhelidi, e Roma, hag e-barzh an tiegezhioù. N'eo ket blev, met naered, a zo war he fenn, hag un naer a vez ganti en he dorn. Gwad zo war he dilhad.

Concordia eo hec'h enebourez.

Lennegezh

El lennegezh e weler an doueez-se oc'h ober he reuz hag oc'h iriennañ enep an dud

  • e La Gerusalemme liberata ar varzhoneg skrivet gant ar barzh italianek an Tasso (1544-1595)
  • en Henriade gant ar gall Ronsard
  • el Lutrin gant ar gall Nicolas Boileau (a c'haller lenn e skrid amañ:).
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads