Distrig Pondi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Distrig Pondi a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Nav c'hanton a oa ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Mêlrant, Neulieg, Noal-Pondi, Pluniav ha Pondi.
Lez-varn an distrig
Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat : graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant en distrig[2].
Dilamet an distrigoù
Gant Bonreizh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet an distrigoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[3].
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads