Distrig ar Faoued
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Distrig ar Faoued a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Gourin, sez ur senesaliezh, a glaskas mirout he sez roueel, met nac'het e voe gant Ar Faoued; en aner c'hoazh e klaskas Gourin bout staget ouzh Karaez war dachenn ar justis[2]. Setu amañ roll seizh kanton distrig ar Faoued:
Remove ads
Lez-varn ar bann
- Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant en distrig[3].
Dilamet an distrigoù
Gant Bonreizh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet an distrigoù ha bodet e voe kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4].
Dave ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads