Dora Baltea
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Dora Baltea (italianeg), pe Doire baltée (e galleg, stumm ofisiel e Traoñienn Aosta), Djouiye en arpitaneg Traoñienn Aosta, Deura Bàotia e piemonteg, zo anv ur stêr 160 km en hanternoz Italia. Adstêr eo d'ar Po war e lez kleiz, ha redek a ra dre Draoñienn Aosta hag e Piemonte.
- An Dora Baltea e Rondissone
- An Dora Baltea en Ivrea

Gerdarzh
Eus anv latin ar stêr, Duria minor, en enep da Duria major (an Dora Baltea)[1] e teu Dora. Un dourredenn eo dòira e piemonteg.
Dreist al latin e teu dora eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa (gwelit anv ar stêr Douro e Portugal), er broioù keltiek dreist-holl.
Tabut zo avat a-zivout orin keltiek ar ger[2].
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
