Edith Cavell
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Edith Louisa Cavell, bet ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1865 e Swardeston (Bro-Saoz) ha marvet d'an 12 a viz Here 1915 e Schaarbeek (Belgia), a oa ur glañvdiourez vreizhveurat hag a labouras e Belgia aloubet e deroù ar Brezel-bed kentañ.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.


Ober a reas war-dro soudarded gloazet eus an daou du e skol klañvdiourezed Ixelles (Brusel), hag a oa renet d'ar poent-se gant ar Groaz Ruz. Sikour a reas un 200 soudard bennak eus an Emglev tridoubl da achap kuit eus an takadoù aloubet. Ezel e oa Edith Cavell eus ar Secret Intelligence Service, dindan an anv La Dame Blanche. Paket e voe gant an Alamaned ha barnet dirak ul lez-vrezel evit bezañ torret neptuegezh ar vedisined. Fuzuilhet e voe d'an 12 a viz Here 1915 war dachenn an Tir National e Schaarbeek. Meur a vro hag a zen a savas gourzhbonn goude he marv.
- Timbr eus Costa Rica en enor d'ar Groaz Ruz (1945), warnañ dremm E. Cavell
- Monumant ar re varv er brezel e Schaarbeek, warnañ anv E. Cavell
Remove ads
Liammoù diavaez
- (en) Edith Cavell 1865-1915, lec'hienn diwar-benn Edith Cavell savet gant ar Swardeston Parochial Church Council.
Levrlennadur
- (en) SOUHAMI Diana, Edith Cavell: Nurse, Martyr, Heroine, Quercus Publishing, 2010, 432 p. (ISBN 978-1849163590)
- (en) MILLER Nick, Edith Cavell: A Forgotten Heroine, Grove Books, 2014, 28 p., ISBN 978-1851749195
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

