Edsger Dijkstra
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Edsger Wybe Dijkstra (11 a viz Mae 1930 – 6 a viz Eost 2002) a oa ur stlennegour hag un aozer arnodskridoù izelvroat[1].
Remove ads
Oberoù
Aozet en deus Dijkstra un algoritm a gav an hent berrañ etre daou veg roet en ur graf, a zo diazez kalz algoritmoù kar implijet hiziv. En o zouesk emañ SPF (Shortest Path First), implijet e protokoloù rouedad evel OSPF[2].
Savet en deus ivez ar c'hompiler kentañ evit al lavar programmiñ ALGOL 60[3].
Enorioù
- 1972: Priz Turing[3]
Arroudoù
Brudet e oa Dijkstra evit e gomzoù didro, a c’helle bezañ diseven. Setu amañ un nebeut anezho.
- A-zivout an intent artifisiel: Heñvel eo goulenn ha gallout a ra urzhiataeroù soñjal ha goulenn ha gallout a ra lestroù-spluj neuial[3].
- A-zivout ar stlennegezh: N’eo ket ar stlennegezh skiant an urzhiataerezh, evel ma n’eo ket ar steredoniezh skiant an teleskopoù[3].
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads