Elamiteg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An elamiteg a zo ur yezh varv komzet e reter eus ar pezh a zo hiziv Iran, en Henamzer. Yezh ofisiel an impalaeriezh elamit ha, war-he-lerc'h, an Impalaeriezh ac'hemenid e oa. War-dro amzer aloudabeg Aleksandr Veur a voe skrivet an destenn diwezhañ en elamiteg, met diwezhatoc'h e voe komzet moarvat, marteze betek deroù ar Grennamzer.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Remove ads
Doare skrivañ
Hervez ar marevezh e voe skrivet an elamiteg gant tri skritur disheñvel :
- Ar rak-elamitek a zo an doare skrivañ koshañ implijet en Iran. Gantañ e rejod e-pad ur marevezh berr (w-d 3100 - 2900 K J-K). Tablezennoù-pri a oa bet kavet e meur a lec'h e Iran. Krediñ a reer en-doa en em furmet diwar un eilstumm eus ar skritur gennheñvel abred. War-dro 1.000 sin zo ennañ, ha krediñ a reer e oa dam-logografek. Evel ne oa ket bet digejet n'ouzer ket hag e oa implijet evit notenniñ an elamiteg pe ur yezh arall.
- An elamiteg linennek a zo ur skritur implijet en un nebeud enskrivadurioù hervekel. An arkeologour gall François Desset en deus embannet er bloavezhioù 2010 ha 2020 studioù hag a brou e oa an elamiteg linennek ur reizhiad skrivañ fonetek hepken, evel lizherenneg latin da skouer, hag an hini koshañ er bed a seurt-se a anavezomp[1].
- An elamiteg gennheñvel a voe implijet etre 2500 kt J-K ha 331 kt J-K. Un eilstumm eus an Akadianeg gennheñvel e oa. 130 a sinoù a endalc'he, kalz nebeutoc'h eget darn vrasañ ar skriturioù gennheñvel arall.
Remove ads
Liammoù gant yezhoù arall
N'en deus an elamiteg darempred ebet gant ar familhoù-yezh eus ar rannvro. Amprestet en deus e zoare-skrivañ digant ar sumerieg, met n'eo ket kar d'ar yezh-se tamm ebet.
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

