XIvet kantved

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

D'ar 1 Genver 1001 e krog an XIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1100.

10011002100310041005 10061007100810091010
10111012101310141015 10161017101810191020
10211022102310241025 10261027102810291030
10311032103310341035 10361037103810391040
10411042104310441045 10461047104810491050
10511052105310541055 10561057105810591060
10611062106310641065 10661067106810691070
10711072107310741075 10761077107810791080
10811082108310841085 10861087108810891090
10911092109310941095 10961097109810991100

Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ eus Istor Europa.


Remove ads

Darvoudoù

Amerika

  • Krouidigezh vojennel an Impalaeriezh Inka gant Manco Cápac.

Oseania & Meurvor Habask

  • Henvarevezh maori e Zeland-Nevez (betek 1350).
    • Heñvel-mat eo strolladoù traezoù al lankad kentañ-mañ ouzh re Polinezia greiz, keladurioù maen levnet, higennoù askorn, maen ha kregin, ispilhennoù ha troioù-gouzoug askorn, treantoù ha nadozioù tatouiñ.
  • Deroù savidigezh delwennoù kizellet Enez Pask (betek e-tro 1600). Hañvalout a ra niver annezidi an enez (degouezhet e-tro 400) bezañ aet en tu all da 7000 a dud. War goazhañ ez aio o sevenadur gant digresk produerezh ar boued hag ar c'hoad adal 1600. Stlapet e vo an holl delwennoù d'an douar e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved. Niverus eo an delwennoù chomet diechu ha damsanket e mengleuzioù bazalt Rano Raraku, ar pezh a seblant lakaat war wel reuzioù trumm.

Reter Afrika

  • Evit doare, deroù savidigezh monumentoù kentañ kêr Zimbabwe. O renkoù o dije graet ur boblad saverien deuet eus ar gwalarn e-touez ar vengleuzerien staliet en trowardroioù abaoe ar Vvet kantved pe war-dro.
    • Liammañ a ra lec'hiad Zimbabwe peurvanoù an douaroù izel gant re an uhelgompezennoù ma kav repu an tropelloù da vare koulzad ar glaveier pa gouezh gwalenn ar c'helien tse-tse war an douaroù izel.
  • Kerkent hag an XIvet kantved e vije bet treizhet al Limpopo gant meuriadoù bantou zo. Goude-se o dije hedet an aod trema ar su.
  • Eus an XIvet betek an XIIIvet kantved e talc'h penn an Aotrounez Dongola, e Nubia, ouzh donedigezh an Islam. Berzh a ra o stourm a-enep da araokadennoù o amezeien vuzulman. Un truaj a baeont da Egipt zo buket he holl nerzhioù a-enep d'ar groazourien e Siria hag e Palestina. Profitañ a ra Nubia gristen evit mirout he dizalc'hiezh.

Kornôg Afrika

  • Bog rouantelezh Ghana.
    • 1076 : kregiñ a ra Impalaeriezh Ghana da vont a-dammoù war-lerc'h preizhadenn ar gêr-benn (Kumbi)
  • Sevel a ra ar Vosied Stadoù brientinien a traoñiennoù kreiz hag uhel ar stêr Volta (XIvet ha XIIvet kantved). Tost d'ar rouantelezhioù muzulman, ez eo Yatenga ar rouantelezh nemeti n'eo ket ken fall anavezet a-douez ar rouantelezhioù enevuhezour-mañ.
    • Derc'hel penn groñs a ra ar Vosied ouzh araokadennoù an Islam hag ouzh o amezeien galloudusoc'h, armet hag aozet gwelloc'h egeto. Alies emañ ganto an intrudu war an argadiñ
  • En em staliañ a ra an Douareged e bro an Air.
  • En em ledañ a ra Kanem-Bornu suoc'h war-du Nigeria hiziv an deiz
  • Krouet eo ar c'hentañ eus ar seizh Stad-keoded gant an Haousaed e Nigeria.
  • Dont a ra biojoù an Hodh e Maouritania da vezañ un dezerzh.

Azia

  • 1001 : Mahmoud Ghazni, rener muzulman Ghazni, a grog da gas argadegoù en hanternoz India; padout a raio betek 1027.
  • En em gavout a ra e Tibet misionerien voudaat nevez deuet eus India; en o mesk, Âtîśa, genidik eus rouantelezh Pala e Bengal (1042). Heuliadoù a vo gant an "eil diazezadur"-mañ war stad politikel ha relijiel ar vro. En em staliañ a ra ar c'hladdalc'helezh ha teokratelezh Tibet e-pad ar mare-se. E-kichen an noblañs eo kreñvaet lec'h ar manatioù ken war an dachenn relijiel ha war dachenn traoù ar bed. E manatioù zo e chom bev ar gredenn hengounel a embann e vez adenkorfet al lama pe beleg meur ar gumuniezh en ur bugel pe en ur paotr yaouank war-lerc'h ar marv. Hennezh a zeu da vezañ penn nevez ar manati
  • En India, treuztiriadoù bras gant ar Romed, moarvat da-heul an aloubadegoù muzulman. Skeiñ a reont war-du ar c'hornôg en ur dreuziñ Iran ha dre Azia Vihanañ hag Impalaeriezh Bizantion.
  • Mont a ra ar roue Anawrahta eus Birmania da birc'hirinañ da Sri Lanka, distreiñ a ra da dreiñ e vro a-du gant ar feiz boudaat Theravada.

Europa

Remove ads

Armerzh & Kevredigezh

  • En Italia, e krog Firenziz da ziorren an artizanerezh hag ar greanterezh diazezet war ar gloan. Savet eo danvezioù Firenze, tev-mat ha ruz o liv, gant an Arte della Lana (Gild ar gloan) hag enporzhiet gant Pisa dre-holl Europa ar c'hornôg.

Arz & Sevenadur

Tud

  • Alp Arslan
  • Arc'heskob Anno II Köhln
  • Sant Anselm, diazezer brudet ar skol gelennadurezh ha krouer an arguzennerezh ontologek
  • Avisen (Abu Ali al-Husain Ibn Abdallah) (980-1037), mezeg ha prederour arab, aozer Reolenn ar vezegiezh.
  • Sant Brunev, diazezer ar Chartouzed
  • Canute
  • Hermann Contractus, steredoniour, jedoniour ha manac'h, bet savet gantañ ar Salve Regina
  • Robert Guiscard, diazezer tierniezh norman Italia
  • Gwilherm an Alouber, (1027 - 9 Gwengolo 1087), dug Normandi ha roue Bro-Saoz.
  • Impalaer Herri III
  • Impalaer Herri IV
  • Impalaerez Agnes
  • Konrad II
  • Macbeth
  • Pab Gregor VII (Hildebrand)
  • Pab Urban II
  • Saint Robert, diazezer urzh ar Gisterkiiz
  • Steven I Hungaria
Remove ads

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

Roll ijinadennoù an XIvet kantved

  • Ijinet ur wikefre vrezel nevez gant Sinaiz : ar fuc'hell
  • Kontaden Genji gant Murasaki Shikibu zo unan eus an danevelloù kentañ e japaneg
  • Krouet eo ar pik war al lizherenn i.
  • E-tro 1098 : kentañ gwerzh gallek anavezet : Kanaouenn Roland
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads