Google

From Wikipedia, the free encyclopedia

Google
Remove ads

Google LLC zo un embregerezh stadunanat bet krouet er Silicon Valley d'ar 27 a viz Gwengolo 1998 gant Larry Page ha Sergey Brin, oberourien al lusker enklask Google. Bez' ez eo unan eus ar Big Tech pe GAFAM. Abaoe miz Eost 2015 ez eo ul lodenn eus an embregerezh Alphabet[1],[2].

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Tachenn obererezhioù ...
Thumb
Google 2015

An embregerezh Google zo deuet da vezañ brudet en e stourm gant e lusker enklask a-enep re AltaVista, Yahoo! ha Bing. Goude-se ez eo kroget an embregerezh da brenañ pe sevellies meziantoù, ha hiziv an deiz ez eo perc'henn war un toullad meziantoù brudet ha lec'hiennoù Internet evel YouTube, ar savenn hezoug Android, ha servijoù web all evel Google Earth, Google Maps, Google Play ha Waze.

Dre an tiez-eskemm ez eo deuet nerzh Google. Bremañ ez eo unan eus an embregerezhioù galloudusañ e Stadoù-Unanet Amerika hag er bed. E deroù ar bloavezh 2008 e talveze 176 milmilion a zollaroù e Wall Street ; d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2016 ar sammad arc'hant evit an tiez-eskemm evit Google a oa uheloc'h evit hini Apple ha deuet e oa da vezañ an hini kentañ e SUA, gant ur sammad a 550 milmilion a zollaroù dasparzhet etre meur a zoare lodennoù eskemm.

Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads