Gruffudd ap Rhydderch
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Gruffudd ap Rhydderch pe Gruffydd ap Rhydderch (marvet e 1055) a oa roue Gwent ha war un darn eus Morgannwg, e kreisteiz Kembre, en XIvet kantved. Diwezhatoc'h e voe roue Deheubarth ivez.
Mab e oa Gruffudd da Rhydderch ab Iestyn a oa bet gouest da vout mestr war Deheubarth adalek 1023 betek 1033.
Hag eñ roue war un darn eus Morgannwg, ne voe ket plijet pa deuas Gruffudd ap Llywelyn, a oa roue Gwynedd, da aloubiñ ar vro amezek-se, e 1044, ha da zistroadañ ar roue Hywel ab Edwin.
Mont a reas Gruffudd ap Rhydderch da gas anezhañ kuit er bloaz goude, ha kemer a reas kurunenn Deheubarth e 1045. A-hervez e oa ur roue galloudus, talañ a reas ouzh argadegoù an Daned, pe re Gruffydd ap Llywelyn.
E 1049 e kerzhas gant e arme a-hed ar stêr Hafren, goude graet emglev gant penn ur bagas listri Vikinged eus Iwerzhon.[1].
E 1055 avat e voe lazhet gant Gruffydd ap Llywelyn a aloubas Deheubarth adarre.
E vab Caradog ap Gruffydd a glaskas ober evel e dad hag e dad-kozh ha teurel e grabanoù war Deheubarth, met lazhet e voe en Emgann Mynydd Carn.
Remove ads
Notennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads