Gwared
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Gwared a oa ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro. Pennlec'h Kanton Gwared e oa. Varades eo an anv ofisiel.
Remove ads
Douaroniezh
- Pont Gwared dreist d'al Liger.
- War lez al Liger emañ Gwared.
Dezougen
- Savadur ar veajourion, serret.
- Un tren er porzh-houarn.
- Ti-gar Gwared Saint-Florent-le-Vieil, war al linenn Hent-houarn Teurgn Sant-Nazer.
Anv
- Erwan Vallerie ː Varethda, 1038; Varadis, XIIvet; Vareda, 1120; Varesdam, 1123; Vareda, 1124, 1149, 1194, 1196; Varedam, 1287
Gerdarzh
Ardamezioù
En aour e deir c'hebrenn en sabel
Istor
Dispac'h Gall
- Krouet e voe kumun Gwared e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwared hag e Bann Ankiniz. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Ankiniz[2].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 98 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,14 % eus he foblañs e 1911[3].
Eil brezel-bed
- Mervel a reas eizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[4].
- Implijet e voe an nijva gant al Luftwaffe (aerlu alaman)[5].
- D'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij Junkers Ju 88 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Gwared; an daou nijour a oa en e vourzh a voe lazhet, douaret e voent e Pornizhan[6].
Trevadennoù
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas daou vilour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[7].
- Brezel Aljeria: mervel a reas pevar milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[8].
Kemmoù arondisamant
- E 1926 e voe lakaet ar gumun en Arondisamant Naoned pa voe diskaret Arondisamant Ankiniz. Lakaet e voe en Arondisamant Ankiniz pa voe adsavet e 1943.
XXIvet kantved
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Ankiniz pa voe diskaret Kanton Gwared e 2014[9].
- D'ar 1añ a viz Genver 2016 e voe kendeuzet gant kumunioù Belenieg, Chapel-ar-Salver ha Kerrouz d'ober ur gumun nevez, Ligeraosant[10].
Remove ads
Brezhoneg
Monumantoù ha traoù heverk
- Ar c'hastell.
- Pont Gwared, dreist al Liger.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
Ardamezeg ar familhoù
Gevelliñ
- Gevellet eo Gwared, ha kanton Gwared en e bezh, gant:
Levrlennadur
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
