Gwegon

kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia

Gwegon
Remove ads

Gwegon a zo ur gumun e Breizh e kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.

Muioc'h a ditouroù Anv gallaouek, Anv gallek (ofisiel) ...
Remove ads

Douaroniezh

Anv

  • J.-Y. Le Moing (1990) :" Guezgon, 1283; Gezgon, 1330"
  • Erwan Vallerie (1995) : "Guezgon, 1284; Gezgon, 1330; Guegon, 1387; GuegouGuegon, 1453; Gueugon, 1654

Ardamezioù

  • "palefarzhet; ouzh 1 en gul e dri tour-iliz en aour, an hini kreiz hebiaet gant daou bihanoc'h; ouzh 2 en argant e ziv dreustell kommek en glazur; ouzh 3, geotet e sourin en argant karget gant teir brizhenn erminig; ouzh 4 en gul e deir danvoezenn en aour"

Istor

Dispac'h Gall

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwegon e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Gwegon, gant teir c'humun ennañ: Gwegon, Killi ha Sant-Servant-an-Oud; e Bann Josilin edo. Diskaret e voe kanton Gwegon ha lakaet Gwegon e Kanton Josilin, bet miret ha brasaet gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Gwegon en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[2],[3].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Julien Gicquello e anv, ar c'hure Merlet, hag ur beleg, Gandon e anv, eus parrez Gwegon ha gant Guillaume Orio, kure trev Tregaranteg[4]. Evit bout nac'het touiñ e 1791 e voe bac'het Julien Giquello e Gwened, dre ma oa triugentvloaziat; distreiñ a reas d'e barrez goude an Emglev etre ar Pab Pi VII ha Bonaparte e 1801; Guillaume Orio a nac'has touiñ memes mod, bac'het e voe e Porzh-Loeiz e 1792 a-raok bout kaset en harlu da Spagn. L.-F. Vandergracht, priol-person Koed-Bugad, a douas al le e penn-kentañ 1791 ha d'an 3 a viz Meurzh e voe dilennet person touer e Mozhon[5].
  • Trubuilhoù: un emgann a voe etre Gwegoniz ha Republikaned Josilin e 1792, hanter-hent etre an div vourc'h[6].

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 149 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lâret eo 3,84 % eus he foblañs e 1911[7].

Eil Brezel-bed

  • Daou harz-lammour gall SAS, ar re-mañ e-pad un emgannig, ha tri den eus ar gumun a voe lazhet gant an Alamaned d'an 20 a viz Even 1944[8].
  • Mervel a reas 15 den abalamour d'ar brezel[9].
Remove ads

Brezhoneg

  • 33,5 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[10].
  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2000.
  • E distro-skol 2024 e oa 41 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (27,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[11].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Iliz katolik Intron-Varia.
  • Kastell Tregaranteg.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Muioc'h a ditouroù Mare, Anv ...
Remove ads

Tud

  • Julien Le Blaye, pe Le Blaye, noter ha prokulor e Gwegon, merour e Bann Josilin e 1790, bet dilennet da Lez-Varn ar bann e 1792, brogarour mat ha gredus hervez Prieur de la Marne; dilezel a reas e garg a varnour evit mont da verour ar bann d'ar 14 nivôse an II (3 a viz Genver1794). Da c'houde e voe maer e Josilin ha klask a reas mont da varnour a beoc'h e 1807[15].
  • Abad Henri Gillard, ganet er bloaz 1901, anvet person Trec'horanteg e 1942. En deus graet adsevel eno iliz santez Onenn, o klinkañ gant gwerennoù-livet ha tresadennoù awenet diwar mojenn ar Roue Arzhur.

Ardamezeg ar familhoù

Thumb d'Avaugour,

Aotrounez Kelenn

En argant e gab en gul

Gevelliñ

Levrlennadur

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop Breizh. 1990
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez * Corpus * Traité de toponymie historique de la Bretagne. An Here. 1995

Liammoù diavaez

Daveoù ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads