Gwiana c'hall
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Gwiana, pe a-wechoù Gwian[2], Gwiyan pe Lagwiyan pe La Gwiyan'n e kreoleg ((La) Guyane e galleg hag ent-ofisiel), a zo ur vro e biz Suamerika, a-hed ar Meurvor Atlantel.
E dalc'h Frañs emañ-hi. Un departamant tramor eo (DOM), hag evel holl DOMoù ar Republik c'hall eo ivez ur rannvro c'hall.
Unan eus seizh rannvro dreisttrobarzh Unaniezh Europa eo ivez.
Remove ads
An anv
Graet e vez alies Gwiana c'hall[3], pe Gwiana Frañs(Daveoù a vank), anezhi evit he dishañvalout diouzh ar pezh a oa Gwiana Vreizh-Veur gwechall (bremañ Guyana), Gwiana an Izelvroioù (bremañ Surinam), ha Gwiana Venezuela, ur rannvro eus Venezuela anvet Guayana.
Kêrioù ar vro:
- Cayenne (Kayèn e kreoleg), e-kreiz an arvor,
- Kourou, er c'hornôg, dirak inizi ar Silvidigezh, ma voe prizoniet Alfred Dreyfus ha Gwilhoù Sezneg.
- Saint-Laurent-du-Maroni (Senloran e kreoleg), war lez reter ar stêr Maroni, dirak Surinam.
- Saint-Georges-de-l'Oyapock, war lez kornôg ar stêr Oyapock, dirak Brazil.
Remove ads
Ar poblañsoù
- Ar Greoled, mesket du ha gwenn: 40 % eus ar boblañs;
- An Amerindianed, kentañ pobl ar vro (Arawak, Lokono, Kalina, Wayana, Teko, Wayampi): etre 6 000 ha 9 000 den (5 % )
- An Hmonged : 2 000 den (deuet eus Azia)
- Ar re Zu maron pe ar Varoned (Saramaka, Paramaka, Boni) : 10 000 den
- Ar re Wenn (deuet eus ar vro-benn): 12 % eus ar boblañs
- Ar re arall (Sinaiz, Libaniz, Haitiz, Brazilianed)...
Remove ads
Arondisamantoù Gwiana
Rannet eo ar Gwiana e daou arondisamant :
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads