Hacksaw Ridge

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Hacksaw Ridge zo ur film buhez istorel ha brezel embannet e 2016 ha sevenet gant Mel Gibson. An istor a gont buhez Desmond Doss, ur peoc'hgarour kristen stadunanat a emezelas en US Army hag a voe kaset evel infirmiour stourm war Talbenn Brezel ar Meurvor Habask[1]. Desmond Doss en devoa bet kudennoù evit bezañ degemeret el lu dre ma ne felle ket dezhañ dougen un arm forzh pe hini a vije. Kalonek e voe en emgannoù pa saveteas degadoù a vuhezioù stadunanat hag enoret e voe gant ar Medal of Honor, "evit ur servij uheloc'h eget e zlead e-pad Emgann Okinawa. (for service above and beyond the call of duty during the Battle of Okinawa).

Fedoù berr-ha-berr Titl, Assessment ...

Renet e oa ar film gant Mel Gibson, skrivet gant Andrew Knight ha Robert Schenkkan, ha diazezet e oa war un teulfilm embannet e 2004 hag a gonte istor Desmond Doss. Er film e kaver Andrew Garfield o c'hoari Doss, Sam Worthington, Luke Bracey, Teresa Palmer, Hugo Weaving, Rachel Griffiths ha Vince Vaughn. Embannet e oa bet e Stadoù-Unanet Amerika d'ar 4 a viz Du 2016, ha degemeret mat-tre ; rastellet e voe gant ar film 175,3 milion a zollaroù dre ar bed.

Remove ads

Skeudennoù

Notennoù ha davennoù

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads