Hoke
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Hoke zo un sport a-stroll etre daou skipailh hag a boulz ur bolotenn pe ur paled gant ur gammell evit lakaat anezhi pe anezhañ en ur pal. Kalz seurtoù hoke a zo, evit an hañv pe ar goañv. Lod anezho a vez c'hoariet war droad, lod all gant botoù-ruilh pe botoù-ruzikat. E-touez ar stummoù brudetañ emañ an hoke war leton, an hoke war skorn hag ar rink hockey (pe hoke war botoù-ruilh).
- Hoke war leton.
- Hoke war skorn, deuet mat gant ar bobl e Kanada, Rusia, ar Stadoù-Unaznet hag Europa an Norzh hag ar Reter.
- Hoke diabarzh.
Remove ads
Istor
Ne oarer ket deus pelec'h e teu ar ger saoznek "hockey". Meneget eo evit ar wech kentañ e 1773 en ul levr anvet Juvenile Sports and Pastimes, to Which Are Prefixed, Memoirs of the Author: Including a New Mode of Infant Education skrivet gant Richard Johnson.
C'hoarioù ha sportoù kevatal a c'haller kavout en istor. Diskouezet eo ur c'hoari gant bizhier kromm hag ur bolotenn gant delwennoù 4000 bloaz kozh eus Henejipt, ur c'hoari anvet kerētízein (ηερητίζειν) gant ur c'horn pe ur vazh e stumm ur c'horn (keras, κέρας) skeudennet e Henc'hres e 600 araok JK[1], pe c'hoazh an hurling en Iwerzhon en Grennamzer. C'hoariet eo ar beikou gant ar bobl Daor e Mongolia an Diabarzh abaoe tro 1000 bloaz, ur c'hoari par d'an hoke war leton.[2].
Anavezout a reomp ar c'hoarioù stumm hoke eus ar Grennamzer dre al lezennoù a-zivout ar sportoù ha c'hoarioù. Embannet eo statud Gaillimh en Iwerzhon e 1527 evit difenn c'hoarioù polotennoù zo, en o zouez ar re a reont gant bizhier gant krogoù[3]
Remove ads
Ar seurtoù hoke
Ur bern stummoù hoke a zo er bed, an hoke war skorn hag an hoke war leton o vezañ ar re vrudetañ, hag a c'hall bezañ rannet e isrummadoù (da skouer ar bandy, ur seurt hoke war skorn c'hoariet e Rusia ha Sveden). Menegomp ivez an hoke war botoù-ruilh, an hoke diabarzh, ar "street hockey", an hurling eus Iwerzhon, ar c'h-camanachd eus Bro-Skos, an "air hockey", hag all. Un handisport a c'hall bezañ ivez.
- Hoke gant unrodegoù.
- Hoke dindan zour.
- Mapouched o c'hoari "palín", e-barzh Histórica Relación del Reino de Chile gant Alonso de Ovalle, Roma, 1646.
- O c'hoari hoke en ur voest e Miami, Florida, 1935.
Remove ads
Aveadur
Polotennoù ha paledoù
- Polotennoù hoke hag ur paled "roller hockey" (ur seurt hoke amezek d'ar ring hockey)
- Paled hoke war skorn
Kammelloù
- Kammell hoke war skorn
- Kammell ring hockey
- Kammell hoke diabarzh
Gwarez
- skoazgenoù
- gwarez an takadoù ganadel
- kammell
Boteier-ruilh
- Rollerioù a-steud hag ar botoù-ruilh hengounel
- Rollerioù a-steud hoke
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
