Horst-Wessel-Lied
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An "Horst-Wessel-Lied" (Brezhoneg: "Kan Horst Wessel"), brudet ivez dre ar c'hentañ pozioù, "Die Fahne hoch" ("Ar banniel a zo uhel"), a oa ur ganaouenn implijet evel kan-lid gant ar Strollad Nazi (NSDAP) etre 1930 ha 1945. Etre 1933 ha 1945 an nazied o devoa lakaet ar ganaouenn da gan broadel Alamagn, gant kentañ pozioù an "Deutschlandlied". Abaoe fin an Eil Brezel-bed ha freuz an Trede Reich e 1945, ez eo difennet ar ganaouenn. An difenn-se a zo deuet adal Prosez Nürnberg, ar mennad 86a eus ar Gwir Alaman a ra eus ar ganaouenn unan enep bonreizhel ha neuze eo difennet ar pozioù hag an ton.

Remove ads
Pozioù
Pozioù ar ganaouenn "Horst-Wessel-Lied" a voe embannet e miz Gwengolo 1929 e kazetenn ar Strollad Nazi anvet Der Angriff (An Argadenn), perc'hennet hag embannet gant Joseph Goebbels. Da gentañ e oa bet embannet e oa dizanv krouer ar pozioù Der Unbekannte SA-Mann ("an SA Dizanv").:

Die Fahne hoch! Die Reihen fest geschlossen! |
Ar Rotfront, pe "Talbenn Ruz," a oa ar Rotfrontkämpferbund, aozadur damsoudardel Strollad Komunour Alamagn (KPD). Ar Sturmabteilung nazi (SA, pe "rochedoù gell") a veze alies oc'h en em gannañ a-enep komunourien an Talbenn Ruz e straedoù Alamagn hag alies e veze stourmoù garv betek kaout tud lazhet. E 1930 e oa tost ur guerrilla etrezo. Ar "gilstourmerien" er ganaouenn a vez implijet evit ober anv eus harperien ar vonarkiezh met ivez eus ar frankizourien dreist-holl re mare Republik Weimar. Ar re-se o devoa klasket e meur a zoare lakaat an SA e-maez lezenn, hep dont a-benn.
Un nebeud kemmoù a oa bet degaset goude marv Wessel:
Strofad;1, linenn;2 |
SA marschiert mit mutig-festem Schritt |
Strofad;3, linenn;1 |
Zum letzten Mal wird nun Appell geblasen! |
Strofad;3, linenn;3 |
Bald flattern Hitlerfahnen über Barrikaden |
Lamet e oa bet ar ger "barrikadennoù" dre ma felle d'ar Strollad Nazi dont da vezañ ur strollad politikel gwir memes hervez ar vonreizh alaman. Echuet e oa neuze gant an tu reveulzier er strollad.
Goude marv Wessel e voe ouzhpennet gerioù enoriñ evitañ. Ar gerioù-se a oa kanet gant izili an SA met ne oant ket kanet gant ar Strollad nag e-pad al lidoù ofisiel.
Sei mir gegrüßt, Du starbst den Tod der Ehre! |
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads