Inizi Cook

bro hag enezeg e Meurvor Habask ar Su From Wikipedia, the free encyclopedia

Inizi Cook
Remove ads

Inizi Cook (Cook Islands e saozneg, Kūki 'Āirani e maorieg an inizi-se) a zo ur stad dizalc'h liammet frank gant Zeland-Nevez, n’eo ket ur riez. 15 enezennig a ya d'ober ar vro, gant ur gorread hollek a 240 km², met ec'hon-meurbet eo he zakad armerzhel miret (TAM) gant 1 800 000 km². Un tammig en tu-mañ da 20 000 a annezidi a zo o chom en inizi. Met enezourien eus Cook a gaver diazezet ivez kalzik e Zeland-Nevez (war-dro 58 000). Avarua eo ar gêr-benn.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Inizi Cook ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Thumb
Pelec'h emañ Inizi Cook.
Remove ads

Inizi

Thumb
Kartenn an Inizi Cook.

An Inizi Cook zo inizi eus ar Meurvor Habask er biz da Zeland Nevez , etre Polinezia c'hall ha Samoa.

15 enezenn zo, gant enezennoùigoù tro-dro dezho, skignet a-hed hag a-dreuz 2.2 milion km² a vor, rannet etre daou stroll:

  • Inizi Cook an Hanternoz;
  • Inizi Cook ar C'hreisteiz[1].

Ganet eo an inizi diwar menezioù-tan. Koshoc'h eo stroll an hanternoz, anezho atolloù deuet diwar menezioù-tan goloet gant koural. Klouar ha trovanel eo an hin.

Ar 15 enezenn ha div garreg a zo strollet evel-hen :

  • Inizi Cook ar C'hreisteiz:
    • Nga-pu-Toru ("Three Roots", er reter):
      • Atiu (Enua Manu pe Enez an Evned)
      • Ma'uke (Akatokamanava)
      • Mitiaro (Nukuroa)
      • Takutea
  • Inizi Cook an Hanternoz:
    • Manihiki (Te Fuinga o Niva)
    • Nassau (Te Nuku o Ngalewu )
    • Penrhyn Island (Tongareva pe Mangarongaro)
    • Pukapuka (Te Ulu o te Watu)
    • Rakahanga (Tapuahua)
    • Suwarrow pe Suvorov
    • Tema Reef (beuzet)
  • Inizi all:
    • Aitutaki (Araura Enua)
    • Mangaia (Auau Enua)
    • Rarotonga (Tumutevarovaro), ma emañ ar gêr-benn, Avarua.
    • Palmerston Island (Pamati) a-wechoù strollet gant inizi an Hanternoz.
    • Manuae
    • Winslow Reef (beuzet)
Remove ads

Yezhoù

Saozneg ha maorieg Inizi Cook eo ar yezhoù ofisiel.

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads