Jean-Luc Mélenchon

politikour gall From Wikipedia, the free encyclopedia

Jean-Luc Mélenchon
Remove ads

Jean-Luc Mélenchon, ganet e Takad Etrebroadel Tanger (an takad-se ne oa ket e Maroko d'ar mare-se) d'an 19 a viz Eost 1951 en un tiegezh a orin spagnol dre e dud-kozh, zo ur politikour gall, bet senedour eus ar PS, bet sekretour-stad. Brudet eo bet e Breizh abalamour d'e enebiezh ruz ouzh Diwan hag ouzh ar brezhoneg.

Thumb
Jean-Luc Mélenchon e 2017.

E dibenn 2008 ez eas kuit eus ar PS, evit mont da sevel ur strollad nevez, ar Parti de Gauche (strollad an tu-kleiz). A-raok dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 ez eo e-touez saverien La France insoumise. Bez eo prezidant strollad deputeed La France insoumise er Vodadeg vroadel c'hall.

Remove ads

E anv

Un anv a orin spagnolek eo. Dont a ra an anv Mélenchon eus Belinchón, anv ur gêrig vihan eus Proviñs Cuenca.

Buhez personel

  • Kargidi dindan ar stad c'hall e oa e dud e Tanger. E dad, Georges Mélenchon, a oa resevour ar post hag e vamm a oa skolaerez; o-daou e oant ganet en Aljeria, un drevadenn c'hall neuze. E Tanger e oa ganet e 1951.
  • Mont a reas gant e vamm pa zispartias e dud : da Normandi da gentañ, da Jura (departamant) goude.
  • Bachelouriezh e 1969.
  • Dimezet eo bet ha bet ur verc'h.
  • Bevañ a ra e Pariz, gant Saïda Jawad[1], un aktourez a orin marokan, kamaradez da Valérie Trierweiler, a zo bet serc'h da François Hollande.
Remove ads

Buhez politikel

  • E Besançon e teuas da vout ezel eus an Organisation communiste internationaliste (trotskour lambertour) a-raok bout unan eus pennoù ar strollad er gêr-se. Emezeliñ a reas er Strollad Sokialour Gall e 1976.
  • Gantañ hag e vignoned eus l'Observatoire du Communautarisme hag ar "Grand Orient de France" e oa bet aozet ar c'hendiviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 ma voe pedet Françoise Morvan da zistagañ ur brezegenn enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan.
  • Er bloaz 2012 ez a war ar renk da geñver dilennadegoù Prezidant ar Republik, en anv ar Front de Gauche, ma tegouezh da bevare gant tost da 4 milion a vouezhioù (8,65% eus an dud enskrivet).
  • D’an 22 a viz Eost 2014 e ro da c'houzout e ro e zilez eus e bost kenprezidant ar "Parti de Gauche".
  • Dilennadeg: mont a ra da glask mouezioù evit mont da Gadoriad e Bro-C'hall e 2022.
Madoù

E 2017 en doa disklêriet e vadoù a-raok an dilennadeg da brezidant.

Relijion

Daoust ma ne lavar ger a se e vefe frañmason hag ezel eus ar "Grand Orient de France"[2],[3].

Kaozioù

Graet en deus "sklaved" eus Bonedoù Ruz 2013 e Breizh[4]. Ur pennad kaoz zo bet gantañ er gelaouenn Bretons e miz C'hwevrer 2014.

Skridoù

  • À la conquête du chaos, Éditions Denoël, 1991.
  • Rocard, le rendez-vous manqué, Éditions Denoël, 1994.
  • Le Nouvel Âge du capitalisme (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 1998.
  • Pour la république sociale (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 2002.
  • Causes républicaines, Éditions du Seuil, 2004 (adembannadur skridoù eus Le Monde, Marianne, Politis, La Nouvelle Revue socialiste, À Gauche, ha re all).
  • En quête de gauche, Éditions Balland, 2007.
  • Laïcité : réplique au discours de Nicolas Sarkozy, chanoine de Latran, Éditions Bruno Leprince, 2008.
  • L'Autre Gauche, Éditions Bruno Leprince, 2009.
Remove ads

Liammoù diavaez

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads