Tanger

From Wikipedia, the free encyclopedia

Tanger
Remove ads

Tanger (arabeg : طنجة Tanja ; amazigh : ⵜⵉⵏ ⵉⴳⴳⵉ tin iggi ; spagnoleg : Tánger ; henc'hresianeg : Τιγγίς Tingís) zo ur gêr e hanternoz Maroko, eil kêr ekonomikel ar vro, kêr-benn rannvro Tanger-Tétouan-Al Hoceïma ha pennkêr prefeti Tanger-Assilah, 24 km eus aod Spagn. Emañ war aod Norzhafrika e mont-tre kornôg Strizh-mor Jibraltar e-lec'h ma kej ar Meurvor Atlantel gant ar Mor Kreizdouar e-kichen ledenez Spartel. 1 275 000 annezad a oa hervez niveradeg ofisiel 2024, ha gant-se e oa trede kêr pobletañ Maroko, war-lerc'h [Casablanca]] ha Fes.

Thumb
Tanger gwelet eus ar mor.

Emañ ar gêr o cheñch buan hiziv an deiz. E-touez ar raktresoù diorren e kaver ostalerioù cheuc'h a-hed ar bae, ur c'harter aferioù kreiz, hag un aerborzh nevez. Ouzhpenn-se e c'hortozer e adsavo armerzh Tanger a-drugarez da savidigezh ar porzh Tanger-med nevez.

Remove ads

Istor

Un istor pinvidik he deus Tanger hag a ya betek ar Vvet kantved kent JK pa oa bet krouet evel unan eus kêrioù ar Fenikianed eus kêr Kartago. A-hed ar c'hantvedoù eo bet annez meur a sevenadur hag ur santual evit tud eus meur a vro. E 1923 e voe roet ur statud etrevroadel da Tanjer gant ar galloudoù trevadennel, hag evel-se e teuas da vezañ ul lec'h evit tud eus meur a vro ha sevenadur hag ur greizenn genwerzh vras. Er bloavezhioù 1940 ha 1950 e oa brudet Tanjer evel kreizenn ar vuhez bohemian; meur a skrivagner hag arzour a zeuas eno met brudet e oa ivez evit dedennañ milionerien, torfedourien etrebroadel ha c'hoarierien arc'hant.

Remove ads

Gevelliñ

Remove ads

Tud brudet

Tud ganet eno

Tud bet o chom eno


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads