Kellig

pajenn rummata eus Wikimedia From Wikipedia, the free encyclopedia

Kellig
Remove ads

Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn framm, mont-en-dro ha gouennañ hag a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskelligek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare er gwiadoù, hag ar gwiadoù bodet a ya d'ober organoù.

Thumb
Kelligoù epitetial
  • ██ TDN
  • ██ keratin
  • Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h : Pa vez sellet ouzh gwiadoù boudoù-bev gant ur mikroskop e teu anat e vezont brikennoù ar vuhez (o framm).

    Unvaniezh ar boudoù-bev a denn he arguzenn gentañ eus bezañs ar c'helligoù o sevel pep bevegan : Pep kellig a zo savet diwar ur framm hag ur metou diabarzh boutin ; kempouezet a vez dibaouez hemañ (homeostasiezh ar metou diabarzh) evit ma vefe spletus evit buhez, mont-en-dro ha gouennadur ar gellig.

    Remove ads

    Istorig ar mennozh

    Thumb
    Tresadenn-evezhiañ "kelligoù" ruskenn ur wezenn evezhiet gant Robert Hooke e 1665
    • 1665 : Evezhiañ a ra Robert Hooke kelligoù marv Lej, tennañ a ra o neuz eus kelligoù ur ruskenn gwennan. Sellet a ra da c'houde kelligoù plantennoù bev zo a-drugarez d'ar c'hentañ mikroskopoù.
    • 1839 : Dizoloiñ ar a Theodor Schwann emañ an holl blantoù ha loened graet diwar kelligoù. Seveniñ a ra neuze ar mennozh emañ ar gellig unvezenn framm ha diorroadur ar vuhez, genel a ra diwar-se teorienn ar gellig diazez ar vuhez. E anv a roas da kelligoù Schwann.
    • Nac'het a vez ar ganedigezh diwar netra gant Louis Pasteur (1822-1895).
    • 1858 : Rudolf Virchow a embann e teu pep kellig deus rannadur kelligoù all (« omnis cellula ex cellula »), ar pezh a zo un doare all da venegiñ kudennadur ar vi hag ar yar.
    Remove ads

    Framm ar c'helligoù (korfadurezh)

    Daou seurt a gelligoù a vez termenet diouzh ma vez pe get un nukleus enno :

    • Ar prokarioted n'o deus ket a nukleus gwirion ha dieub er sitoplasm eo o Z/TDN (ar bakteriennoù da, skouer). Enno ez eus an Eubakteriennoù hag an Arkaebakteriennoù;
    • An eukarioted a zo gant un nukleus gwirion bevennet gant ur c'holoenn ; meur a organit a vez gwelet enno ivez.
    Muioc'h a ditouroù diforc'hioù pennañ etre kelligoù prokariotek hag eukariotek, Prokarioted ...
    Muioc'h a ditouroù Korfadurezh ur gellig loenel eukariot ...
    • Sitoplasm an eukarioted n'eo ket ken greunek hag hini ar prokarioted rak lod vrasañ o ribozomoù a zo stag ouzh ar retikulom endoplasmek.
    • Tennañ a ra ar goc'henn blasmek deus hini ar prokarioted war-bouez nebeut.
    • Pare selulozek ar plant a vez savet diwar polisakarid, seluloz dreist-holl.
    • Molekulennoù eeun an TDN a vez bodet tro-dro an histon pa dosta mare ar rannadur. Holl g/kromozomoù savet diwar-se a chom en nukleus, dispartiet eus ar sitoplasm gant ur c'holoenn. Un nebeud a organitoù (mitokondri ha kloroplast) a vez TDN enno.
    Remove ads
    Loading related searches...

    Wikiwand - on

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Remove ads