Kevin Skinner
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Patrick Kevin Skinner[1], ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1974 e Dublin (kontelezh Graves, Kentucky), zo ur c'haner sonerezh country stadunanat. Gantañ e oa aet ar maout e koulzad 4 an abadenn America's Got Talent.

Buhez
Kroget e oa da seniñ ar gitar pa oa 12 vloaz. Abaoe an oad-se en deus kendalc'het da seniñ, skrivañ sonerezh ha kanaouennoù gant sikour e dad Joe. Dizimez eo Skinner, daou vugel en deus, ur mab hag ur verc'h.
Pa oa kouer en devoa graet freuz-stal a-raok kemer perzh en abadenn America's Got Talent. Ur wech erruet war al leurenn e oa bet souezhet ar juri gant an diforc'h etre e zoare da vezañ gwisket hag e vestroni war ar gitar hag ar c'han. Amprestet en devoa ar ganaouenn If Tomorrow Never Comes digant Garth Brooks ha gounezet en devoa an abadenn.
Remove ads
Pladennoù
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads