Koadoud

kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia

Koadoud
Remove ads

Koadoud (distaget [ˈkwɑː.dut]) a zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Remove ads

Douaroniezh

Koadoud zo etre lez kleiz an Trev ha ster Koad ar Roc'h. Kumunioù tro-dro : Mousteruz, Gras-Gwengamp, Plouvagor, Sant-Rien, Boulvriag.

Dezougen

  • War al linenn hent-houarn Gwengamp Sant-Nikolaz-ar-Pelem, serret, emañ Koadoud.

Anv

  • Bernard Tanguy : "Coatnoüet ( = Coatvoüet), 1160-1167; Coetuout, 1382; Quoetvout, 1427; Coitbout, 1434; Coetbout, 1477; Coatout, 1481; Coetdout, 1535; Coadoult, 1581".

" ... le toponyme, formé avec le breton koat "bois", présente un second élément qu'il paraît difficile d'assimiler au vieux-breton but, variante de bot "résidence"[3].

  • Erwan Vallerie ː Querembeuc alias Coaidouc, XIVvet; Coetuout, 1382; Coitbout, 1442; Coaduot, 1630
  • Hervé Abalain : "Coatnouët au XIIè siècle, contient le mot koad = bois; Coitbout en 1434, formé à l'aide de 'bod' = demeure"<ref(fr)>Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000</ref>.

Istor

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 39 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 6,41 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4]; lazhet e voe unan anezhe e Maissin e Belgia d’an 22 a viz Eost 1914, e penn-kentañ ar brezel: soudard en 19vet Rujumant Troadegiezh e oa[5].
  • Fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 13 a viz Meurzh 1915 en Oujda (Maroko).

Eil Brezel-bed

  • Mervel a reas pevar den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

  • Taol-vaen Penpoul ar Hus.
  • Kastell Koad ar Roc'h.
  • Keraofred.
  • Monumant katolik ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz, luc’hskeudenn[7].
  • Plakenn ar re varv (1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[8].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Emdroadur poblañs Koadoud abaoe 1793

Melestradurezh

Tud brudet

Tud bet ganet eno

Thumb
Bez Dir-na-Dor
  • François Thomas, d'ar 27 a viz Mae 1885, soudard en 11vet strollad ispisial, fuzuilhet d'an 13 a viz Meurzh 1915 en Oujda (Maroko) evit «tagadenn ouzh daou uhelad, dismeg ouzh un uhelad e-pad ar servij, rebellerezh ouzh an arme graet gant ouzhpenn daou zen dizarm»[9].

Tud bet marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Thumb du Bahuno,

aotrounez Bois de la Roche

En sabel e vleiz tremenant en argant leinet gant ur greskenn ivez en argant

[10]

Remove ads

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads