Krug

From Wikipedia, the free encyclopedia

Krug
Remove ads

Ar c'hruged eo al loened divellkeinek a ya d'ober an urzhiad Scorpiones (C. L. Koch, 1837). Eizh pav o deus. Aes int da anout gant o rumm pav pafalañ hag o lost gwaret, binimus o flemm, e tougenont e penn o c'hof. Tro-dro 1750 spesad a zo.

Muioc'h a ditouroù Kruged, Rummatadur filogenetek ...
Remove ads

Doareoù pennañ

Loened noz pe beuznoz int, ha turierien.

Boued

Preizhañ a reont arthropoded vihan, hag ivez glazarded ha naered vihan.

Annezva

Thumb
  • ██ Annezva Scorpiones
  • Spesadoù

    13 kerentiad ha tro-dro 1750 spesad hag isspesad a zo, ha 111 takson zo steuziet.

    Darempredoù gant an dud

    Bep bloaz e vez flemmet miliadoù a dud gant ar c'hruged, er broioù trovanel. Implijet eo o binim gant an enklask mezegiezh.

    Evel boued

    Fritet e vezont e bro Shandong, e Sina.

    Evel argel

    • Krug, ur steredeg,
    • Krug, unan eus 12 azon an arouezkelc'h hervez steredourien Babilon,
    • e Henegipt e oa an doueez Serket derc'hennet en ur grug,
    • ul loen a-bouezh eo ar grug e su Afrika hag Azia, hag en arzh islamek,
    • Luis Buñuel, ar filmaozer surrealour, a ziskouezh kruged evel un adammeg en e film L'Age d'or e 1930[1],
    • an droug eo ar c'hruged hag an naered er relijion gristen, hervez an Testamant Nevez,
    • Scorpions zo ur strollad hard rock brudet.
    Remove ads

    Daveoù ha notennoù

    Loading related searches...

    Wikiwand - on

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Remove ads