Lagos
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Lagos eo kêr vrasañ Nijeria hag unan eus kêrioù brasañ Afrika, annezet m’eo gant 7 937 932 a dud (e 2006, e kêr hepken) (an eil kêr vrasañ war-lerc’h Kaero, en Ejipt). Kêr-benn Nijeria e oa betek 1991, pa oa bet lakaet Abuja da gêr-benn [1][2][3]. Bez’ eo c’hoazh kêr-benn armerzhel ar vro avat. E miz Du 2025, hollad poblañs kêr a zo istimet da vezañ etre 17 hag 21 milion a annezidi[4][5][6][7][8] hag unan eus ar re o kreskiñ ar buanañ e-touez ar megalopolennoù eus ar bed-holl.[9][10]

War bord ar mor emañ hag en em astenn a ra war meur a enezenn. Ur gêriadenn vihan e oa da gentañ, anvet Eko, met kreskiñ a reas buan dre ma oa unan eus ar porzhioù mat war aod pleg-mor Ginea. Adalek ar XVvet kantved e voe darempredet gant martoloded eus Europa, Portugaliz da gentañ penn. Int eo a roas an anv Lagos d’ar gêr en enor d’ur gêr eus kreisteiz Portugal. Kenwerzh ar sklaved hag an ivor a veze graet ganto dreist-holl. Ar Saozon a gemeras kêr e 1807 ha ganto e voe lakaet fin da genwerzh ar sklaved e 1861. Pa voe savet trevadenn Nijeria e 1914, e teuas Lagos da vezañ he c’hêr-benn. Derc'hel a reas da vezañ kêr-benn ar vro pa zeuas Nijeria da vezañ ur stad dizalc’h e 1960.
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

