Central Committee of the Communist Party of the Soviet Union, Politburo of the Central Committee of the Communist Party of the Soviet Union, Central Executive Committee of the Soviet Union
Kentañ pajenn un notenn gant Beria (sinet gant Stalin ha meur a benn komunour all), oc'h embann lazhadeg ur 15 000 bennak a ofiserien polonat ha 10 000 gouizieg e Koadeier Katyn ha lec'hioù all en Unvaniezh soviedel
Marichal eus an URSS e oa, e penn ar surentez soviedat hag ar velestradurezh surentez Stad. Bez' e oa ivez e penn an NKVD dindan urzhioù Jozef Stalin e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Kannad pennañ Stalin e voe adalek 1941. E 1946 e voe degemeret er Politburo.
Un taol-stad gant Nikita C'hrouchtchov, harpet gant ar Marichal Georgy Zhukov, e miz Even 1953 en doa tennet anezhañ diouzh ar galloud. Harzet e voe, barnet evit trubarderezh uhel ha kargoù lies all, kondaonet d'ar marv, ha lazhet d'an 23 a viz Kerzu 1953. E-kerzh ar prosez, ha goude e varv, e oa bet tamallet dezhañ bezañ un torfedour reizhel hag ul lazher a steudad.