Moskov

From Wikipedia, the free encyclopedia

Moskov
Remove ads

Moskov, Москва Moskva e rusianeg ([mɐˈskva] selaou ), eo kêr-benn Kevread Rusia. E lodenn europat Rusia emañ, war ribl ar stêr Moskva. Brasañ kêr ar Stad eo gant 13 010 112 a dud hervez an niveradeg graet e 2021 (21 534 777 a dud en tolead kêr).


Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Fedoù berr-ha-berr

Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en Istor Rusia. Bez' eo bet kêr-benn Priñselezh Veur Moskov ha hini Impalaeriezh Rusia betek an tsar Pêr I a lakaas Sankt-Peterbourg da vezañ ar gêr-benn nevez. Kêr-benn e voe Moskov a-nevez e 1918 er Republik sokialour soviedel yaouank ha goude en Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.

Statud ur gêr gevreadel zo ganti. En Oblast Moskov emañ daoust da vezañ dizalc'h dioutañ war an dachenn velestradurel. Enni emañ staliet ar galloud politikel, ekonomikel ha skolveuriek. Meur a savadur brudet a ziskouez kement-se, lod anezho war roll lec'hiadoù glad bedel UNESCO : palez ar C'hremlin m'emañ prezidant Rusia, Iliz-Veur Sant-Bazil, al Leurgêr Ruz, Iliz-Veur Krist ar Salver ha skraberioù-oabl Stalin. Div gambr Parlamant Rusia zo ivez : an Douma ha Kuzul ar C'hevread. Manati Danilov eo sez Iliz Ortodoks Rusia.

Remove ads

Lec'hanvadurezh

Москва eo anv ar stêr Moskva ; e rusianeg kozh e talveze гра́д Моско́в Hrád Moskóv kement hag "ar gêr war ribl ar stêr Moskva". Meneget e voe Moskov evit ar wech kentañ e 1147 gant Youri Dolgoroukiy en e lizher da briñs Novgorod-Severski, ouzh e c'hervel "da zont d'am gwelout, ma breur, e Moskov"; « москвич » Maskvitch a vez graet eus hec'h annezidi e rusianeg.

E brezhoneg

Moskov eo e stumm ofisiel[1], daoust da lod tud ober gant Moskou diwar skouer ar galleg Moscou ; Jarl Priel a reas gant Moskov en e oberenn Va Buhez e Rusia e 1955.

Remove ads

Istor

E 1156 e c'hourc'hemennas ar priñs Youri Dolgoroukiy a Rostov sevel ur voger goad, ar C'hremlin, hag a voe ret adsevel meur a wech evit gwareziñ ar gêr a oa war eskoriñ[2]. Goude bezañ bet dizalbadet ha peurzevet kêr ha bet lazhet he annezidi gant ar Vongoled e 123738 e voe adsavet Moskov, a zeuas da vezañ kêr-benn priñselezh Vladimir-Souzdal e 1327[3]. En argrec'h d'ar stêr Volga emañ kêr, ar pezh a gendaolas d'he c'hresk ingal. Dont a reas da vezañ Dugelezh Veur Moskov, ur briñselezh vleunius a sachas kalz tud eus Rusia a-bezh.

Gant Ivan I Kalita e kemeras Moskov lec'h Tver evel kreizenn bolitikel Vladimir-Souzdal ha dastumer tailhoù evit an Impalaeriezh Vongol. P'edo o paeañ un truaj bras d'ar c'han e c'hounaas Ivan ur goulezad bras : ne oa ket rannet Moskov etre e vibien hogen lezet d'an hini henañ, er c'hontrol d'ar priñselezhioù all. Kreskiñ a eure an enebiezh ouzh ar vestroni estren. E 1380 e voe ar priñs Dimitri Donskoi a Voskov e penn ul lu rusian unanet ha trec'h e voe war Tatared ar Vostad Aour en Emgann Koulikovo. Ne voe ket krennus en emgann avat, ha daou vloaz goude e voe preizhet Moskov gant ar c'han Tokhtamysh. E 1480 e teuas a-benn an tsar Ivan III da zieubiñ ar Rusianed eus reoladur an Datared. Dont a reas Moskov da vezañ kreiz ar galloud e Rusia[4].

E 1571 e voe preizhet Moskov adarre, gant Khanat Krimea ar wech-se. Devet e voe pep tra estreget ar C'hremlin[5].

Remove ads

Douaroniezh

Hin

Un hin gevandirel c'hleb eo hini Moskov. Tomm ha gleb e vez en hañv, yen ha hir e vez ar goañvezhioù. Gallout a ra ar gwrezverk sevel ha diskenn eus 15°C da 30°C en hañv hag eus -25°C da zreist 0°C er goañv. E-pad an amzer c'hor en hañv 2010 e oa bet tizhet ar rekord a 39°C d'an 29 a viz Gouere e kreiz-kêr hag en aerborzh Domodedovo. Ar rekord a yenijenn a oa bet tizhet e miz Genver 1940 gant -42.2°C. Erc'h a vez e-pad etre tri ha pemp mizvezh bep bloaz ; kregiñ a ra da ober e miz Du, ha teuziñ a ra e miz Ebrel. E dibenn miz Genver/miz C'hwevrer e vez ar mareadoù yenañ ; miz Gouere eo ar miz tommañ.

Muioc'h a ditouroù G, C'h ...

Poblañs

  • 13 010 112 a dud a oa o vevñ e Moskov hervez an niveradeg e 2021.
Muioc'h a ditouroù Strolladoù kenelel (2021), Kenelelezh ...

Relijion

Ar relijion ortodoks eo an hini bennañ e Moskov. Relijionoù all a vez disklêrier gant Moskoviz : an islam, ar rodnoveri, ar brotestantiezh, ar gatoligiezh, kredenn gozh an Ikiz Ortodoks, ar voudaegezh hag ar yuzevegezh.

Kêr-benn Iliz Ortodoks Rusia eo Moskov, gant patriark Moskov er penn anezhi, a zo o chom e manati Danilov.

Sevenadur hag arzoù

Brudet eo C'hoariva Bolchoi dre ar bed evit e arvestoù barrez. Ret eo menegiñ ivez Choariva Malyi, hini Vakhtangov ha C'hoariva Arz Moskov. Sirkoù zo ivez, ha kalz salioù sinema. E-touez ar mirdioù brudetañ emañ Palier Tretiakov, Mirdi Arzoù-kaer Pouchkin ha Mirdi Istor ar Stad.

Treuzdougen

Thumb
Metro Moskov

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pemp aerborzh etrebroadel zo e Moskov : Sheremetyevo (SVO), Domodedovo (DME), Vnukovo (VKO), Zhukovsky (ZIA) hag Ostafyevo (OSF)) ; un aerborzh broadel nemetken zo : Bykovo (BKA), na gas nemet da Voskov ha da Rusia.

Nav forzh-houarn bras (возкалvokzal e rusianeg) zo e Moskov :

  • Ti-gar Belorus
  • Ti-gar Kazan
  • Ti-gar Kiev
  • Ti-gar Koursk
  • Ti-gar Leningrad
  • Ti-gar Pavelets
  • Ti-gar Riga
  • Ti-gar Savyolov
  • Ti-gar Yaroslav

Drezo e c'haller mont da galz kornioù en Europa hag en Azia, da skouer gant an Treuzsiberian holl-vrudet. An holl diez-gar-se zo tost da greiz-kêr ha kenereet gant linenn 5 ar metro, kelc'hiek he stumm. Ar bannlev (пригород prigorod) ha kêrioù tost zo kenereet gant an tren tredan anvet электричка elektrichka. Tiez-gar bihanoc'h zo ivez.

Daou dremenva zo e Moskov war ribl ar stêrioù Moskva hag Oka, evit an dudi dreist-holl. Ur ganol a gas d'ar stêr Volga.

E 1935 e voe digoret e linenn gentañ Metro Moskov (Московского Метрополитена Moskovskogo Metropolitena). Bremañ ez eo ur rouedad a 188 arsavlec'h. Unan eus donañ ha brasañ metroioù ar bed eo, implijet gant tro-dro da 10 milion a dud bemdez. Anavezet e vez evel unan eus arouezioù kêr abalamour d'e ginklerezh pinvidik ha liesseurt.

Ur rouedad stank busoù, trollebusoù ha trammgirri zo ivez, ouzhpenn d'un tren unroudenn zoken. Marc'hoù-houarn emservij anvet Velobike a zo kinniget da Voskoviz abaoe 2013.

Ouzhpenn 2.6 milion a girri a vez e kêr bemdez. Mell stankadegoù a gaver er bloavezhioù diwezhañ. Ur bern taksioù a zo ivez. Cheñchet en deus kalz ar servij-mañ er bloavezhioù diwezhañ abalamour d'an arloadoù implijet gant an dud war o hezoug : Yandex Taxi, Uber...

Remove ads

Tud brudet ganet e Moskov

.

Remove ads

Darempredoù etrebroadel

Gevellerezh

Afrika

Amerika

Azia

Europa

Emglevioù a vignoniezh ha kenlabour

Emglevioù torr

Eizh kêr o deus torret o liammoù gant Moskov a-c'houde aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.

Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads