Les Seigneurs

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Les Seigneurs zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Olivier Dahan e 2011.

Fichenn deknikel

  • Doare : Komedienn,
  • Skoazeller-sevener : Mathias Honoré,
  • Senario : Marc de Chauveron ha Philippe de Chauveron,
  • Divizoù :,
  • Produour : Vito Films (Pariz), Canal + ha TF1 Films Production,
  • Rener ar skeudenniñ : Alexandre Lamarque,
  • Ijinour ar son : Laurent Zeilig,
  • Aozer ar sonerezh orin : Guillaume Roussel,
  • Kinklourien : Laure Lepelley-Monbillard hag Olivier Raoux,
  • Dilhataerez : Gigi Lepage,
  • Frammer : Richard Marizy ha Florent Vassault,
  • Prantad filmañ :,
  • Lec'hioù filmañ : Brest, Brignogan, Landunvez, Molenez, Plougastell-Daoulaz ha Porspoder (Penn-ar-Bed),
  • Deiziad dont er-maez : 19 a viz Gwengolo 2012 e Breizh, 26 a viz Gwengolo 2012 e Belgia ha Bro-C'hall,
  • Padelezh : 97'.
Remove ads

An danvez

Ur melldroader brudet-kenañ eo bet Patrick Orbéra. Evitañ da ren e hanter-kant vloaz n'eo ket deuet a-benn da virout ur vicher all gwall bell. Lakaet war an teil ha kollet gant ar boeson n'en deus ket an aotre ken da welet e verc'h Louise. Ha ret dezhañ kavout ur vicher stabil n'en deus dibab ebet all nemet mont da c'hourdoner skipailh mell-droad un enez vihan e Breizh. Emañ an hanter eus ar boblañs anezhi o labourat er fritur lec'hel a zo o paouez bezañ lakaet dindan adreizhadur barnerezhel : ma'z a ar maout gant ar velldroaderien a-benn an tri c'hrogad da zont e vo dastumet arc'hant a-walc'h da saveteiñ al labouradeg. Setu m'emañ ar skoilh pennañ war hent Patrick Orbéra : ober c'hoarierien ouzhpenn ampart eus pesketaerien ar skipailh. Setu ma tiviz-eñ klask ober d'e genc'hoarierien gozh dont da reiñ un tamm sikour dezhañ a-benn bountañ ar c'hleubig breizhat e-touez ar re c'halloudusañ...

Remove ads

Roll ar gomedianed pennañ

  • José Garcia : Patrick Orbéra,
  • Jean-Pierre Marielle : Titouan Leguennec,
  • Franck Dubosc : David Léandri,
  • Gad Elmaleh : Rayane Ziani,
  • JoeyStarr : Shaheef Berda,
  • Ramzy Bédia : Marandella,
  • Omar Sy : Wéké N'Dogo,
  • Comte de Bouderbala : ar pesketaer Yoann Le Penis, Le Pen e lesanv,
  • Clémentine Baert : Anne Leguennec, merc'h an aotrou maer
  • Frédérique Bel : Floria,
  • Ludovic Berthillot : Gourvenec,
  • François Bureloup : Kernel,
  • Élisabeth Commelin : ar varnerez,
  • Sergio Do Vale : Kerbihan,
  • Sébastien Libessart : Debec,
  • Riton Liebman : an urcher,
  • Chantal Neuwirth : Nénène,
  • André Penvern : Foucher,
  • Lucas Renault : Erwan,
  • Jean Reno : e-unan,
  • Claudia Tagbo : Fatou N'Dogo, gwreg Wéké
  • Elena Zoualegh : Louise, merc'h Patrick Orbéra.
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads