Porspoder
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Porspoder (distaget [pɔrsˈpoːdɛr]) zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
Kumunioù amezek
Anv
Ardamezioù
Brezhoneg
- D'an 20 a viz Du 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Istor
- 25 a viz Gouere 1644: e porzhig Melon e tilestras Henriette Bro-C'hall, rouanez kenseurtez Bro-Saoz, a oa tec'het dirak dispac'h Oliver Cromwell.
Dispac'h Gall
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person Gabriel Vaillant ha gant François-Marie Lezoc ha Claude Thomad, kureed[2].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 61 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,59% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil brezel-bed
- D'an 9 a viz Here 1940 e kouezhas un nijerez Albacore eus Fleet Air Arm (skouadron 829) ar Rouantelezh-Unanet e Porspoder; tapet e voe he zri nijour gant an Alamaned; d'ar 24 a viz Gouere 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire IIa marilhet P7881 ha kodet UM-V eus ar 152th Squadron eus ar Royal Air Force e Porspoder; lazhet e voe he levier, douaret eo e Bered Kerfaotraz e Brest; d'an 30 a viz Kerzu 1941 e kouezhas un nijerez Halifax II marilhet V9979 ha kodet TL-E eus ar 35th Squadron eus ar Royal Air Force e Porspoder; lazhet e voe he femp nijour, beziet int e Bered Kerfaotraz e Brest[4].
Stagidigezh
- Kumun Larred a voe staget ouzh Porpoder e 1971.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
Tud bet marvet eno
- Yves Colin, bet ijinet ar skoubidou gantañ evit dastum ar bezhin e bourzh ur vag, d'ar 26 a viz Kerzu 2007.
Ardamezeg ar familhoù
Gevelliñ
Porthbugh (Kernev-Veur) abaoe 1987
Pennad kar
Liammoù diavaez
Levrlennadur
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads