Louiziana

stadoù ar Stadoù-Unanet From Wikipedia, the free encyclopedia

Louiziana
Remove ads

Louiziana[2] a zo ur Stad e su ar Stadoù-Unanet, war lez kleiz ar stêr Mississipi ha war ribloù Pleg-mor Mec'hiko er su. 31vet stad brasañ SUA eo, hag ar 25vet brasañ e-keñver e annezidi (4 684 333 e 2017[3]). Baton Rouge eo e gêr-benn hag Orleañs-Nevez e gêr vrasañ. Brudet eo da vezañ ur vro ma komzer galleg, met bihan eo niver ar c'hallegerien.

Fedoù berr-ha-berr

E parrezioù eo rannet ar stad, pa eo rannet e kontelezhioù stadoù stadunanat all.

Remove ads

Orin e anv

Dont a ra e anv eus ar galleg Louisiane (distagadur: /lwizjan/) roet da gornad-bro delta ar Mississippi gant an argerzhour gall René-Robert Cavelier de La Salle e 1682 pa embannas (hep aotre an annezidi amerindian) e oa perc'henniezh ar roue gall Loeiz XIV.

Alese an anvioù Lwizyàn e kreoleg Louiziana ha Louisiana e saozneg (distagadur IPA /luːˌiːziˈænə/ pe /ˌluːziˈænə/).

Yezh

Ar saozneg a vez komzet gant an dud. Hervez niveradeg 2010 e oa 3,45 % eus an dud a gomze galleg, kreoleg pe cajun, pa oant 4,79 % en 2000, e-skoaz 3,30 % a gastilhanegerien.

E 2023 eo bet digoret ar skol dre soubidigezh kentañ e galleg cajun, e-kreiz takad ar meuriad indian Pointe-au-Chien.

Istor Louiziana

Ergerzhet e oa diazad ha delta ar Mississipi gant René-Robert Cavelier de La Salle e 1682. Diazezet e oa Biloxi gant Pierre Le Moyne d'Iberville e 1699. Diwezatoc'h e teuas da vezañ kêr-benn kentañ Louiziana.

Gwelet ar pennad Prenadenn Louiziana.

Douaroniezh

Ur vro blaen eo Louiziana. Un hin istrovanel c'hleb he deus, gant hañvoù hir, tomm ha gleb ha goañvoù berr ha klouar.

Thumb
Geunioù e Louisiana

Amezeien

Er c'hornôg emañ Texas, en hanternoz Arkansas, er reter Mississippi ha pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz.

Kêrioù Louisiana

KêrioùAnnezidi e 2010Annezidi e 2013Emdroadur 2010-2013
1Orleañs-Nevez343 829378 715+10,1 %
2Baton Rouge229 553229 4260,0 %
3Shreveport218 021200 327+0,5 %
4Lafayette120 623124 276+3,0 %
5Lake Charles71 99374 024+2,8 %

Liammoù diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads