Texas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Texas, pe a-wechoù Teksas, a zo unan eus an 50 Stad a ya d'ober Stadoù-Unanet Amerika, e kreisteiz ar vro.
Evit implijoù all, gwelet Texas (disheñvelout).
An eil brasañ eus ar stadoù eo, war-lerc'h Alaska, hag an hini vrasañ eus an 48 stad kenstag. An eil stad pobletañ eo ivez, war-lerc'h Kalifornia. Eus ar peder stad dezho harzoù boutin gant Mec'hiko eo e Texas emaint hirañ. Austin eo ar gêr-benn.
Remove ads
Istor Texas
Roudoù kentañ mab-den a sav da 11200 bloaz. Meur a sevenadur henvroat a oa araok ma teufe an Europeiz, konkistadored da gentañ er XVIvet kantved.
(da sevel)
Yezhoù
E Texas n'eus yezh ofisiel ebet met ar saozneg eo yezh 66,24 % eus an dud. An eil yezh muiañ komzet eo ar spagnoleg, rak Texas zo bet un darn eus Besrouantelezh Spagn Nevez e-pad ur pennad mat, hag eus Mec'hiko e-pad un toullad bloavezhioù. Ar spagnoleg eo yezh 29,40 % eus an dud hag o kreskiñ emañ c'hoazh niver ar spagnolegerien.
143 yezh all zo hag a vez komzet gant nebeutoc'h eget 1 % eus an dud.
Remove ads
Tud brudet Texas
- George Bush, politikour
- Lance Armstrong, marc'hhouarner
- Stevie Ray Vaughan, gitarour blues
- Tommy Lee Jones, aktour
- Renée Zellweger (aktourez)
- Beyoncé (kanerez)
- Selena Gomez (kanerez)
Kêrioù Texas
| 1 | Houston | 2 242 193 |
| 2 | San Antonio | 1 373 668 |
| 3 | Dallas | 1 279 910 |
| 4 | Austin | 786 382 |
| 5 | Fort Worth | 727 575 |
| 6 | El Paso | 620 447 |
| 7 | Arlington | 492 682 |
| 8 | Corpus Christi | 285 507 |
| 9 | Plano | 273 611 |
| 10 | Laredo | 233 152 |
| 11 | Lubbock | 225 856 |
| 12 | Garland | 222 013 |
| 13 | Irving | 205 540 |
| 14 | Brownsville | 139 722 |
| 15 | Galveston | 47 743 |
Liammoù diavaez
- (en) Lec'hienn ofisiel
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
