Lviv

From Wikipedia, the free encyclopedia

Lviv
Remove ads

Lviv (Львів en ukraineg) a zo ur gêr eus kornôg Ukraina. Kêr-benn istorel Galikia eo. 729 842 a dud a oa o chom e kêr e 2012. Emañ kreiz-kêr war roll Glad bedel an UNESCO.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv ofisiel ...
Thumb
Lec'hiadur kêr Lviv en Ukraina

Kalz yuzevien a oa o vevañ eno hag a voe lazhadeget evit ar bras anezho gant an Nazied e-kerzh al Loskaberzh. E-pad degadoù a vloavezhioù ne oa ket tu kavout eus ur sinagogenn e Lviv goude ma vije bet serret an hini diwezhañ gant ar Soviediz. An darn eus ar boblañs polonat niverus a oa bet kaset e Polonia e-kerzh an eskemm poblañs etre Polonia hag Ukraina Soviedel e 1944–46.

Remove ads

Anvioù

Anvet eo bet Lemberg en alamaneg, Lwów e poloneg, Львов (Lvov) e rusianeg, Léopol e galleg, Leopoli en italianeg hag Ilyvó e magyareg.

Tud

  • Stefan Banach (1892-1945), matematikour
  • Vasily Ivantchouk (1969- ) echedour
  • Eduard Kurzbauer (1840-1879), livour
  • Stanislas Lem (1921-2006), skrivagner
  • Ruslana Lyjytchko (1973- ), kanourez
  • Leopold von Sacher-Masoch (1836–1895), skrivagner
  • Ivan Trush (1869-1941), livour
  • Rudolf Weigl (1883-1957), bevoniour, savet gantañ ar vaksin a-enep an tifuz
  • Simon Wiesenthal (1908-2005), a glaske war-lerc'h an dorfedourien nazi
Remove ads

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads