Hungareg
yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur yezh finnek-ougrek eus skourr ar yezhoù ougrek eo an hungareg pe magyareg (hungarek: magyar) komzet gant tro-dro da 14.5 milion a dud, an darn vrasañ anezhe en Hungaria.
Kumuniezhioù hungaregerion bras pe vrasoc'h zo er broioù-mañ da heul dreist-holl :
- Sifroù hervez Ethnologue
Kavet e vez tro-dro d'ur milion a hungaregerion all dre ar bed a-bezh e Arc'hantina, Aostralia, Belgia, Brazil, Kanada, ar Republik Tchek, Finland, Frañs, Alamagn, an Izelvroioù, Italia, Suis, er Rouantelezh Unanet, er Stadoù-Unanet, hag all.
Yezh ofisiel Hungaria eo an hungareg, hag ivez unan eus yezhoù ofisiel Voivodina (Serbia) ha yezh kenofisiel gant ar sloveneg e teir c'hêr e Slovenia (Hodos, Dobranak ha Lendva). Ouzhpenn-se, ez eo bet anavezet an hungareg evel ur yezh bihan-niver en Aostria, Kroatia ha Slovakia
Setu ar rannyezhoù pennañ, tost-tre an eil d'eben:
- * Rannyezh Alföld
- * Rannyezh kornôg an Danav
- * Rannyezh Danav-Tisza
- * Rannyezh Arroud ar Roue
- * Rannyezh ar biz
- * Rannyezh ar gwalarn
- * Rannyezh Székely
- * Rannyezh ar c'hornôg
Ur yezh a implij troadoù evit merkañ perzh ar gerioù en ur frazenn eo an hungareg evel an holl yezhoù finnek-ougrek.
Ul liamm zo ivez etre ar vorfologiezh hag ar fonologiezh anvet kensonelezh vogalennek.
Ar c'heriaoueg hungarek diazez a zo enni 1000-1200 ger a orin ouralek hag a dalvez da 80-90% eus an holl c’herioù implijet en un destenn dre vras. A-hend-all ez eo bet levezonet geriaoueg an hungareg gant meur a yezh all.
Setu dielfennadur ar c'heriaoueg hungareg hervez ar yezhoù orin:
Finnek-ougrek 21 %, Yezhoù slavek 20 %, Alamaneg 11 %, Turkeg 9.5 %, Latin Gresianeg 6 %, Yezhoù romanek 2.5 %, Yezhoù all 31%.
Skrivet e vez an hungareg gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn, d.s. ő (LFE /ø:/) ű (LFE /y:/).
Remove ads
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads