M60 (mindrailherez)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An M-60 pe Saco M60 a zo ur vindrailherez liesimplij standart el lu stadunanat abaoe 1957. Kambret eo evit kartouchennoù 7,62 × 51 mm NATO.
Remove ads
Istor
An M-60 a zo awenet gant ar fuzuilhoù-mindrailher Lewis Mark I hag FG 42, hag ar vindrailherez MG42. Anavezet ez eo dreist-holl dre e implij e-pad brezel Vietnam, met implijet e vez c'hoazh hiziv an deiz. Sañset eo an M240 diazezet war an FN MAG kemer he flas er bloavezhioù a zeu.
Ma z'eo bet implijet kalzig hag ez eo brudet-mat e-touez ar soudarded e chom un arm gant kalzig a sioù. Aes e c'hall chom bout pa vez lous, hag uhel a-walc'h eo he fouez. Lesanvet eo bet "The Pig" ("ar pemoc'h") gant ar soudarded. Ret eo bezañ arbenikaet ha munut evit derc'hel anezhi kempenn. Gwellaet e voe en Istor ha fiziaploc'h eo ar stumm modern M60E3 implijet hiziv[1].
Remove ads
Skeudennoù
- Ur soudard gant un M60A hag e gañfarded deus ar 5vet Marines rejimant o stourm e-kerzh brezel Vietnam.
- Soudard an 101st Airborne Division da vare Brezel Vietnam
- M-60 evel arm-dor e-bourzh ur viñsaskell Huey e Brezel Vietnam
- Ur stourmer eus ar Jabhat Taḥrīr Moro al-ʿIslāmiyyah e Filipinez gant un M-60
- Soudardez stadunanat gant un M-60
- Poliserien Kolombia
- Soudard stadunanat o tennañ gant un M-60 e 2002
- Ur soudard stadunanat eus an nerzhioù ispisial Navy SEALs
Remove ads
Er sevenadur
- Gallout a raed implijout an M-60 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk medisin.
- Er film Rambo II e vez lakaet kalz an M-60 war-wel, hag implijet anezhi gant an haroz. Skeudenn kinnig ar film eo John Rambo gant an arm-mañ.
Liammoù diavaez
- (en) Filmig kinnig an M-60 savet gant al lu stadunanat (1960)
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads