Kamp-bac'h Mauthausen
kamp-bac'h nazi en Aostria From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Mauthausen a oa ur c'hamp-bac'h nazi en Aostria-Uhel en Aostria. Savet e oa bet e miz Eost 1938 ; ar c'hamp kentañ ne oa ket lec'hiet resis er memes lec'h hag an hini brudet evel Kamp Mauthausen. Kamp Mauthausen a oa lec'hiet war un dorgenn a-us kêr Mauthausen (war-dro 20 kilometr er reter da Linz). Bez e oa ar c'hamp pennañ eus ur strollad tost da 100 kamp all lec'hiet en Aostria ha su Alamagn. E Sankt Georgen an der Gusen e voe staliet melestradurezh ar c'hamp. Eno e voe digoret un is-kamp e 1944.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Kamp penn Mauthausen a oa bet digoret d'an 8 a viz Eost 1938, meur a viz goude Aloubadeg Aostria gant Alamagn. Chomet eo oberiant betek ar 5 a viz Mae 1945, pa voe dieubet gant an United States Army. Kroget da gentañ gant ur c'hamp Mauthausen, an niver a isgampoù a oa bet o pignat gant an amzer o tremen. E miz Genver 1945, an hollad kampoù a oa leuniet gant tro-dro 85 000 prizoniad.
Remove ads
Tud bet bac'het er c'hamp
- Jo Attia, gangster gall,
- Jacques Bergier, skrivagner gall,
- Marcel Callo, micherour kristen breizhat, rezistant,
- Jean Cayrol, rezistant gall,
- Marie-José Chombart de Lauwe, rezistantez breizhat
- Pierre Daix, komunour gall,
- Julien Lahaut, komunour belgiat,
- Artur London, komunour tchekoslovak,
- Georges Séguy, komunour gall,
- Klemens Szaniawski, prederour poloniat.
- Simon Wiesenthal.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads