Yuzevegezh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar Yuzevegezh (a-wezhioù Yuzeviezh, diwar an hebraeg יהודה, Yehouda, diwar al latin hag an henc'hresianeg) zo ur relijion etnek az a enni doareoù ha kustumoù relijiel, sevenadurel ha lezennel ar Yuzevien[1] Hervez ar Yuzevien kar o feiz eo eztaoladur an Emglev savet etre Doue ha bugale Israel.[2] Enni e kaver meur a zoare d'ober, da soñjal, da lenn an testennoù, d'en aozañ, met an holl zo e-liamm ouzh an Torah, an darn kreiz en Tanac'h anavezet ivez dindan an anv Bibl hebraek, klokaet gant un hengoun dre gomz bet lakaet diwezhatoc'h dre skrid e-barzh ar Midrash hag an Talmud. An hini goshañ eus an teir relijion undoueek (monoteist) meur eo ar yuzevegezh, dezhi en-dro da 15 milion a feizidi er bed a-bezh (0.02% eus poblañs ar bed),[3]. ha yuzeviezh neuze a reer neuze eus ar feizidi-se. An diforc'h brasañ etre ar yuzevegezh hag an div relijion vras diazezet warni, ar gristeniezh hag an islam, eo al liamm etre an identelezh relijiel hag hini etnek a vez pouezet warnañ el lodenn vrasañ eus ar c'hredennoù yuzev. Savet eo bet e 1948 ur riez eo ar yuzevegezh e relijion-stad, Israel eo e anv e koun ar riez a oa er memes lec'h en Henamzer kreis.

Remove ads

Doareoù pennañ ar feiz yuzev

Doareoù pennañ

Thumb
Bibl Kennicott, un Tanac'h spagnol eus 1476

Kontrol d'an doueed all eus an hen-reter-nesañ eo taolennet doue an Hebreed evel ur boud unvan ha digenvez. Diwar-neuze, n'emañ ket e zarempredoù gant doueed all met gant ar bed ha resisoc'h gant ar bobl en doa krouet[4] Komañs a ra ar Yuzevegezh gant an dra-se : krediñ a ra eo Doue unan ha koñsernet eo gant oberoù mab-den.[5] Hervez an Tanac'h en doa prometet Doue da Abraham ober eus e ziskennidi ur vroad veur.[6] Meur a remziad war-lerc'h e c'hourc'hemennas da vroad Israel karet ha lidañ un Doue nemetken, da lavaret eo dezrevelliñ preder Doue diwar-benn ar bed.[7] Gourc'hemenn a reas ivez e karje ar Yuzeveien an eil hag egile, da lavaret eo dezrevelliñ karantez Doue ouzh an dud.[8]. Ar gourc'hemennoù-se zo nebeud eus un dastumad lezennoù e kalon an emglev a zo e kreizig-kreiz ar Yuzevegezh.

Diwar-neuze, ha goude ma'z eus ul luskad ezoterek (Kabbalah) e oa bet taolennet ar Yuzevegezh evel "kevrinouriezh normal" gant an enklaskour Max Kadushin abalamour ma'z eus ennañ taolioù-arnod pemdeziek eus bezañ Doue dre emzalc'hioù boutin d'an holl yuzevien.[9] C'hoari a ra ar "gevrinouriezh normal"-se dre heuliañ al Lezenn yuzev (halac'ha) ha eztaolet e vez dre gaoz pa vez dibunet ar Birkat Ha-Mizvot, ar bennozhioù berr dibunet a-raok doujañ d'ur mitzvah pozitivel.

An traoù ha degouezhioù boutin, tost, pemdez, hon eus a zo doareoù da arnodiñ Doue. Traoù evel ar bara pemdeziek, an deiz en e-unan, zo bevet evel diskuliadur karantez Doue, ar pezh a c'houlenn ar Berac'hot. Kedoushah, ar santelezh, n'eo netra estreget dezrevelliñ Doue, zo koñsernet gant an emzalc'h pemdez, gant bezañ anaoudeg, gant en em virout diouzh disakradur an idolatriaj, an avoultr ha skuilhañ ar gwad. Degas a ra ar Birkat Ha-Mitzwot soñj eus emskiant ar santelezh da vare ul lid rabbinek met an objedoù implijet evit ar brasañ eus al lidoù-se ne vezont ket santel ha boutin e vezont, padal ne zegas ket an objedoù santel bezañ Doue. Hag estreget degas arnodenn Doue a ra an traoù ha degouezhioù boutin ganto. Kement tra a c'hoarvez d'an nen a zegas soñj eus an arnodenn-se, drouk pe mat, kar lavaret a reer ur Berakah pa glever keloù drouk. Neuze, ha daoust da arnodenn Doue bezañ dibar e-keñver ar re all, eo niverus an degouezhioù d'E arnodiñ, da gaout un emskiant Anezhañ, ha pa ne vije kemeret e kont nemet ar re a c'houlenn Berakot. (Lakaet e brezhoneg diwar ar saozneg)[9]

Tra ma tabut ar brederourien yuzev diwar-benn hag-eñ emañ Doue perzh eus ar bed pe dreist ar bed, ha daoust ha rakjedet eo buhez an dud pe int dieub da heuliañ o hent, eo an halac'ha ur sistem ma klask pep yuzev degas Doue er bed dre e oberoù.

Emañ an undoueegezh e-kreiz pep testenn-sakr ha pep testenn-reizhañ er Yuzevegezh. Evelato n'eo ket bet heuliet atav ez-pleustrek. Diskouez ha milligañ a ra an Tanac'h penaos e veze azeulet doueed all en Henisrael[10] Da vare Henc'hres hag Henroma e oa doareoù disheñvel da welet an undoueegezh-se, unan anezho a c'hanas ar Gristeniezh anezhañ.[11].

Ar preder yuzev diwar-benn Doue en deus kaset tud betek lavaret ne oa ket ret krediñ e Doue er Yuzevegezh[12],[13] Hervez lod e c'heller lavaret eo pouezusoc'h heuliañ an halac'ha eget krediñ e Doue[14] hag un nebeud luskadoù yuzev frankizour a nac'h bezañ un doueelezh bennak personifiet hag oberiant en istor.[15] Tabut zo evit gouzout hag-eñ ez eus ur Yuzevegezh gwirion a c'hell ober normoù, estreget e-touez al luskadoù relijiel, e-touez an istorourien ivez.[16].

Pennaennoù ar feiz

13 pennaenn ar feiz
  1. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ar C'hrouer hag an Heñcher evit kement tra zo bet krouet; Eñ hepken a c'hell ober, a ra, hag a raio pep tra.
  2. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo Unan ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ha n'eus unvezh ebet e doare ebet Eveltañ, ha Eñ hepken eo hon Doue, a oa, eo, hag a vezo.
  3. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat n'eus korf ebet d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, hag eo digabestr eus kement perzh stag ouzh an danvez ha ne c'heller ober tamm keñveriadenn (fizikel) ebet Gantañ.
  4. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, an hini kentañ hag an hini diwezhañ.
  5. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo reizh pediñ d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ha Dezhañ hepken ha n'eo ket reizh pediñ da dra ebet all Estregetañ.
  6. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo gwir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded.
  7. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e oa gwir dougan Moizez, ra vezo peoc'h warnañ, hag e oa penn ar brofeded, kement ar re a oa bet en e raok hag ar re zo bet en e lerc'h.
  8. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo an Torah klok a zo ganeomp bremañ ar memes hini a oa bet roet da Voizez, hon c'helenner, ra vezo ar peoc'h warnañ.
  9. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat ne vezo ket eskemmet an Torah-se ha ne vezo Torah ebet all digant ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv.
  10. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e oar ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, kement ober graet gant kement mab-den a zo hag o holl soñjoù, evel m'eo skrivet, "eñ hag en deus stummet kalonoù an dud, a sell pizh ouzh ar pezh a reont." (Salmoù 33:15)
  11. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e pae ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ar re a zalc'h E c'hourc'hemennoù hag e kastiz ar re a dorr anezho.
  12. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e teuio ar Mesiaz; ha goude ma c'hell daleañ, e c'hortozin bemdez e teuio, mod pe vod.
  13. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e adsavo ar re varv da vev d'an amzer a blijo d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, hag e vo meulet E goun da viken.

Maimonidez, lakaet e brezhoneg diwar ar saozneg

Meur a zoare da ziverrañ pennaennoù ar feiz yuzev zo bet kinniget gant an dud gouiziek a-hed an amzer, lod anezho bet degemeret gant burutelladennoù. An doare brudetañ eo an hini Maimonidez, an 13 pennaenn ar feiz, kinniget en XIIvet kantved. Hervezañ, kement yuzev ne zegemerje ket unan eus ar pennaennoù-se zoken a vije lakaet da nac'her-feiz hag heretik[17] Tud gouiziek all o doa bet ur sav-poent disheñvel diouzh hini Maimonidez war unan pe meur a hini eus an 13 pennaenn-se.[18] Burutellet e oa bet kinnigoù Maimonidez en e amzer gant Hasdai Kreskas ha Josef Albo. Hemañ diwezhañ asambles gant Abraham ben David o doa arguzennet e oa re a bennaennoù e listennad Maimonidez a oa gwir hep bezañ e kreizig-kreiz ar feiz. Mont a reas ar pennaennoù-se diwar spered an dud e-pad un nebeud kantvedoù a-raok bezañ adkavet ha lakaet en ur stumm barzhoniel a voe ebarzhet e levrioù-pediñ,[19] gant-se e oant bet degemeret er bed a-bezh.[20].

An istorour Flavius Josephus a lakae pouez war an oberoù kentoc'h eget war ar c'hredennoù, hervezañ mont da nac'her-feiz a oa chom hep heuliañ al Lezenn yuzev ha ret e oa goulenn d'an hini a felle treiñ ouzh ar Yuzevegegezh e vije amdroc'het ouzhpenn heuliañ ar c'hustumoù.

Hiziv an deiz e ra diouer d'ar Yuzevegezh un aotrouniezh-kreiz gouest da normalizañ un dogm[21],[22] hag abalamour d'an dra-se ez eus meur a zoare da welet ar pennaennoù-se a chom dindan priñsipoù ar Yuzevegezh.[18] An holl luskadoù yuzev avat zo diazezet war ar pezh zo skrivet en Torah, e skridoù-evezhiañ evel an Talmud hag ar Midrach hag anavezet eo ivez an emglev etre Doue hag Abraham ouzhpenn d'an emglev bet diskuliet da Voizez, gwelet evel profed meur ar Yuzevegezh.[18][23] Hervez ar Michnah, unan eus testennoù pennañ ar Yuzevegezh rabbinek, emañ degemer orinoù doueek an emglev e-kreiz ar Yuzevegezh hag ar re ne zegemeront ket kement-mañ a goll o flas er Bed da zont[24].

Diaesoc'h c'hoazh eo en em lakaat akord war pennaennoù ar feiz yuzev en amzerioù modern abalamour d'an niver ha da liesseurted al luskadoù relijiel yuzev, en ur strishaat d'al luskadoù speredelezh pennañ zoken. Da skouer, respont Joseph B. Soloveitchik (a lakaer asambles gant al luskad reizhkredour modern d'ar vodernelezh az a gant heuliañ an halac'ha a zo he fal pennañ degas hael d'ar bed. Mordecai Kaplan, diazezour an Adgroueouriezh yuzev, en doa dilezet soñj ar relijion evit liammañ ar Yuzevegezh ouzh ar sevenadur, da lavaret eo dre likelaadur ar priñsipoù pennañ e klaske degemer ar muiañ a zoareoù da vezañ yuzev posupl. Yuzevegezh virour Solomon Schechter a laka e hent en hengoun disklêriañ an Torah, gant hizivadurioù dizehan al Lezenn dre an disklêriañ. Evit echuiñ e tres David Philipson ur skeudenn eus ar Yuzevegezh adreizhet o lakaat anezhi a-enep an doare strizh da zisklêriañ an traoù a oa gant rabined zo, o vont gant ur preder heñvel ouzh hini ar virourien[25].

Remove ads

Testennoù relijiel ar Yuzevien

Thumb
Un Tanac'h produet en Xvet kantved eus hon mare

Hollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet Tanac'h (תנ״ך)[26] anezhañ. Ur veradenn eo ar ger-mañ, stummet eus:

Ouzhpenn d'an diazez-se ez eus bet lakaet ouzhpenn testennoù evit displegañ, sevel goulennoù, dielfennañ an destenn veur, lakaet asambles dindan an anv lennegezh ar rabined. En o zouez e kaver labourioù eus mare an talmud, lennegezh klasel ar rabined :

Lennegezh lezennel yuzev

Thumb
Un Torah eus stil sefarad douget gant un den er c'hotel e Jeruzalem
Thumb
Rolloù an Torah e sinagogenn Glockengasse Synagogue e Köln

Diazez al lezennoù ha kustumoù ar Yuzevien, anvet halac'ha, a gaver en Torah. Hervez hengoun ar rabined ez eus 613 mitzvot, da lavaret gourc'hemennoù, enni. Talvezet a ra ar mitzvot-se en un doare disheñvel diouzh ma vezer paotr pe blac'h, ma vezer perzh eus hen-strollad ar veleien (Kohanim ha Leviyim), ma vezer labourer-douar en Douar Izrael c'hoazh. Ur bern anezho ne dalvezent nemet da vare Templ Jeruzalem, hiziv neuze n'eus nemet 369 gourc'hemenn a c'hell talvezet[27].

Goude ma oa bet luskadoù yuzev diazezet o feiz war an Torah nemetken (evel ar Sadukeed hag ar Garaited) e kred ar brasañ eus ar Yuzevien el lezenn dre gomz. Treuzkaset e oa bet al lezenn gant ar skol farizian en henyuzevegezh a-raok bezañ lakaet dre skrid hag astennet gant ar rabined.

Hervez an hengoun rabinik e oa bet roet al Lezenn dre skrid (an Torah) hag al Lezenn dre gomz gant Doue da Voizez war ar Menez Sinai a-raok bezañ treuzkaset a-remziad da remziad. E-pad kantvedoù neuze e oa div vammenn, unan skrivet, unan dre gomz, evit ar c'hustum hag al lezennoù, a-raok ma oa bet lakaet ar Lezenn dre gomz war baper gant ar rabin Yehuda haNashi en doa aon e vije kollet al Lezenn dre gomz. Bodañ a reas savboentoù disheñvel en ur skrid anvet Mishna[28] Hervez Abraham ben David e oa bet klozet al labour-se goude distruj Jeruzalem, e 3949, da lavaret eo 189 eus hon mare.[29]. Er Mishnah ez eus 63 levr-studi diwar-benn al Lezenn yuzev, ar pezh zo diazez an Talmud.

E-kerzh ar c'hantvedoù e oa bet savet tabut ha preder diwar-benn ar Mishnah e-touez an div gumuniezh bennañ er Yuzevegezh, hini Jeruzalem hag hini Babilon. An evezhiadennoù bet graet ganto a oa bet dastumet ha lakaet war baper en daou dTalmud, hini Jeruzalem (Talmud Yerushalmi) hag hini Babilon (Talmud Bavli). Astennet e oa bet c'hoazh al labour-se gant evezhiadennoù tud ouiziek a-hed ar c'hantvedoù.

Forzhig gerioù en Torah a chom hep displegadenn ebet, evel ur bern gourc'hemennoù pe traoù d'ober. Gwelet a reer ar fed-se evel un diluz a ziskouez e oa bet treuzkaset ul Lezenn dre gomz ouzhpenn al Lezenn dre skrid hag e c'hortozed e anavezje lenner al Lezenn dre skrid al lezenn all[30].

An halac'ha neuze, pe doare bevañ ar Yuzevien en amzer ar rabined, zo ur meskaj etre ar pezh a denner eus an Torah hag ar pezh a denner eus hengounioù resevet dre gomz - ar Mishnah, ar Midrash, an Talmud hag an evezhiadennoù ouzhpenn. Savet e oa bet tamm ha tamm gant ur sistem savet diwar ar pezh a oa a-raok.

An hermeneutik

Ne gred ket ur bern Yuzevien n'eus nemet an traoù skrivet az a d'ober an Torah diskuliet, met ivez an doare d'he c'hompren ha da brederiañ diwar he fenn. Studial an Torah (hag e-barzh studial ez eus traoù ledan-kenañ evel ar barzhoniezh, sevel-istorioù, al lezenn, evit an Torah hag an Talmud) zo er Yuzevegezh un ober sakr a-bouez ruz. Evit an dud fur o doa aozet ar Mishnah hag an Talmud, hag an dud zo bet en o lec'h hiziv, studial an Torah n'eo ket un doare da gompren diskuliadenn Doue nemetken, met ur pal en e-unan eo. Hervez an Talmud :

Setu an traoù a c'hello an nen tennañ plijadur anezho er bed-mañ tra ma chomo ar pennañ da dennañ plijadur er bed a zeu; setu anezho : enoriñ e dud, karet aktoù a vadelezh, sevel peoc'h etre unan hag egile. Met studial an Torah zo par outo-holl. (Talmud Shabbat 127a)

Studial an Torah a c'hell "bezañ un doare da arnodiñ Doue".[9] Ar c'helenner Jacob Neusner en deus skrivet diwar-benn levezon luskadoù kozh ar Yuzevegezh war ar relijion vodern :

An enklask poellek ha reizh kaset gant ar rabbi zo estreget poell-miñsañ. Un striv kalz siriusoc'h ha fetisoc'h eo evit kavet en traoù munud priñsipoù pennañ bolontez Doue da heñchañ ha da santelaat an oberoù fetisañ ha spisañ en devezh-labour. [...] Aze emañ kevrin Yuzevegezh an Talmud : ar gredenn estren ha pell eo ar meiz un ostilh n'eo ket evit diskrediñ ha disakramantiñ met er c'hontrefed evit santelaat."[31]

Neuze, studial an Torah skrivet hag an Torah komzet e sklêrijenn an eil hag eben zo ivez studial penaos studial lavar Doue. Evit mont pelloc'h ganti e oa bet aozet gant tud fur priñsipoù poell hag hermeneutik o doa klasket heuliañ. Hervez David Stern eo diazezet holl hermeneutikoù ar rabbined war div bennaenn :

da gentañ, krediñ eo holl-dalvoudegezh ar Skritur, e talvoudegezh kement ger, lizherenn, rikamanoù ar skrib zoken (hervez un danevell anavezet); da eil, embann eo unvan ar Skritur en he c'halon evel eztaoladenn ur volontez unvan."[32]

Gant an div bennaenn-se e c'heller sevel meur a zoare de welet an destenn. Hervez an Talmud :

Ur werzenn en hec'h-unan he deus meur a dalvoudegezh, met n'eus ket div werzenn gant an hevelep talvoudegezh. Kelennet e oa e skol ar R.Ishmael: 'Hag-eñ n'eo ket va c'homz evel an tan - lavar an Aotrou - evel ar morzhol o vreviñ ar roc'h ?' (Jer 23:29). Evel ma tarzh meur a fulenn gant ar morzhol-se (pa sko gant ar roc'h) en deus ur werzenn en hec'h-unan meur a dalvoudegezh. (Talmud Sanhedrin 34a).

Ar Yuzevien relijiel a soñj dezho neuze eo nerzhek an Torah kar ez eus enni meur a zoare d'he gwelet[33].

Hervez hengoun ar rabbined e oa bet, en ur stumm dre gomz, diskuliet da Voizez gant Doue holl zoareoù reizh da zisklêriañ an Torah dre skrid a-raok bezañ kaset a gelenner da studier. Pa zeue rabbined disheñvel gant disklêriadennoù disheñvel e raent gant priñsipoù hermeneutik evit reiñ pouez d'o arguzennoù : rabbined zo a embann e oa bet diskuliet ar priñsipoù-se gant Doue da Voizez er Sinai[34].

Hillel an Henañ a lakaas war wel seizh pennaenn an hermeneutik evit disklêriañ al lezennoù, trizek hervez Rabbi Ishmael. 32 zo listennet gant Eliezer ben Jose, da vezañ implijet evit pennadoù danevelliñ an Torah. An holl reolennoù hermeneutik strewet etre an Talmud hag ar Midrash zo bet rastellet gant Malbim e Ayyelet ha-Shachar, ar rakger evit e evezhiadennek war ar Sifra. 13 pennaenn R.Ishmael zo moarvat ar re anavezetañ evelato : unan eus roadennoù abretañ ar Yuzevegezh d'ar poell, d'an hermeneutik ha d'ar barnadurezh eo[35] Hiziv e lakaer 13 pennaenn R.Ishmael e-barzh al levr-pediñ yuzev da vezañ lennet bemdez.[36],[37],[38].

Prederouriezh yuzev

Pennad pennañ : Prederouriezh yuzev
Thumb
Delwenn Maimonidez e Córdoba

Gant prederouriezh yuzev e reer anv eus ar c'hej etre studiañ ar prederouriezh hag an doueelezh yuzev, a-wezhioù gant levezon prederouriezhoù all (evel hini Henc'hres). Prederourien veur ar Yuzevegezh zo, da skouer, Maimonidez, Gersonidez, Salaün ibn Gabirol, Saadia Gaon pe Yehuda Halevi. Levezonet bras eo bet ar brederourien gant luskad ar Sklêrijennoù, en deus degaset tabutoù taer, dreist-holl e bed an Achkenazed hag ar Sefaraded o doa bet da glask respont d'ar goulennoù savet gant ar modernelezh. E-touez ar Yuzevegezh reizhkredour e c'heller lenn prederourien evel Eliyahu Eliezer Dessler pe Joseph Ber Soloveitchik, padal Martin Buber, Mordecai Menahem Kaplan ha Abraham Joshua Heschel zo prederourien er-maez eus ar metoù reizhkredour.

Remove ads

Identelezh yuzev

Orin ar gerioù "yuzev" ha "yuzevegezh"

Dont a ra ar ger "yuzev" eus an hebraeg, יהודה Yehouda, diwar rouantelezh Yehouda[39] D'ar ger "yuzeg" e oa bet staget an dibennoù-ger "-ek" ha "-ezh" evit sevel "Yuzevegezh", anv ar relijion, a glot ouzh an hebraeg יַהֲדוּת, Yahadut hag ar gresianeg Ἰουδαϊσμός a zo mammenn ar galleg judaïsme hag ar saozneg Judaism. Ar ger gresianek a oa bet implijet evit ar wezh kentañ en Eil Levr ar Vakabeed, skrivet e gresianeg hellenistek en IIl kantved a-raok hon mare, enebet ouzh ar gerhellenismos implijet evit unan bennak a blege ouzh sevenadur Henc'hres, ar pezh a zo kalon an darvoudoù kontet el Levr-se.[40].

En e levr The Begining of Jewishness ('Deroù ar Yuzeviezh') e skriv Shaye J.D. Cohen :

Temptet omp, evel just, da dreiñ [Ioudaïsmós] da "Yuzevegezh" met re strizh e vije an droidigezh kar, pa oa bet implijet evit ar wezh kentañ, ne oa ket bet strishaet Ioudaïsmós da sinifiañ ur relijion nemetken. Talvezet a ra kentoc'h "bodañ an holl zoareoù a lakaa ar Yudeaned Yudeaned (pe Yuzevien Yuzevien)." E-touez an doareoù-se, sur ha n'eo ket marteze, ez eus oberoù ha kredennoù a vefe anvet "relijiel" hiziv, met estreget an oberoù hag ar c'hredennoù-se a zo er ger-mañ. Neuze e rankje Ioudaïsmós bezañ troet gant "Yuzeviezh" kentoc'h eget "Yuzevegezh"[41].

Diviz a zo neuze e brezhoneg etre Yuzevegezh ha Yuzeviezh evit kaozeal eus gwirvoud ar Yuzevien, e-liamm ouzh ar preder diwar-benn o statud : hag ur bobl eo pe feizidi ur relijion ? Ur c'hemm a reer memestra etre "Yuzeviezh", a c'hell bezañ stag ouzh ar pezh a ra ur Yuzev ur Yuzev (heñvelstêr ouzh a oa bez kaoz Ioudaïsmós uheloc'h)[42] ha "Yuzevegezh" (pe Yudeverezh) a stager ouzh ster modern Judaism, da lavaret eo ar pezh a zo stag ouzh ar relijion[43].

Evit kaozeal diwar-benn an dud e reer gant "Yuzev"[44] pe "Yudev" (diouzh an den hag ar rannyezh). Ar ger "Jouis" a oa bet implijet e gwerzhioù en XIXvet kantved met ne seblant ket bezañ chomet er yezh pemdez[45].

Kemm etre ar Yuzevien evel pobl hag ar Yuzevegezh

Evel en ur bern relijionoù kozh eus ar Reter-Nesañ, ha dre ma oa da gentañ relijion vroadel ur bobl, ez eus diaesterioù o tispartiañ ar relijion eus ar c'henedelezh, ur mennozh a zo estren da breder ar Yuzevegezh ouzhpenn-se. Ar c'hemm-se a oa bet diwanet diwar an dualded prederiet gant Platon etre an danvez hag ar spered, dualded a oa bet degemeret un tamm er Yuzevegezh hellenistek. Start eo neuze renkañ ar Yuzevegezh er rummadoù bet ijinet er c'hornôg evit renkañ ar bed dre m'eo koshoc'h ar Yuzevegezh eget diwan ar sevenadur gristen kornôg. E-pad o istor hir o doa anavezet ar Yuzevien ar sklaverezh (da vihanañ hervez o skridoù), emrenerezhioù anarkiek, teokratiek hag unpenniek, aloubadegoù, beli galloudoù all hag an harlu. En diaspora e oant bet e darempred gant sevenadurioù Ejipt, Babilon, Persia, Henc'hres hag Henroma ha da c'houde sevenadurioù ha relijionoù all (Kristeniezh, Islam), luskadoù prederouriezh (Sklêrijennoù) ha sevel ar broadelouriezhoù en Europa, ar pezh a frouezhas gant ganedigezh ur Stad yuzev en o mamm-douar bet. Gwelet o doa uhelidi ur bobl (Khazared) treiñ ouzh ar Yuzevegezh a-raok bezañ lonket gant pobloù all ha mont diwar-wel pa voe aloubet o bro. Diwar kement-se en doa arguzennet Daniel Boyarin e "torr ar Yuzeviezh kement rummadoù a identelezh kar n'eo na vroadel, na lignezel, na relijiel, met an holl war un dro, en ur bec'h dael."[46]

Piv zo Yuzev ?

Hervez ar Yuzevegezh rabbinek eo yuzev kement den bet ganet gant ur vamm yuzev pe bet troet ouzh ar Yuzevegezh diouzh an halac'ha. Lod eus ar Yuzevien adreizhet, frankizour hag adgrouerouriek a zegemer bugale evel Yuzev m'eo yuzev unan eus o zud, tad pe vamm, ma vezont desavet evel Yuzevien. Hengoun an identelezh yuzev a oa bet savet diwar un termenadur halac'hek war an orin dre ar vamm hag an troadur. Sonnet e oa bet pa oa bet kodet al Lezenn dre gomz e Babilon e 200. Disklêriet e oa bet rannoù eus an Torah, evel Adlezenn 7:1-5, evit digalonekaat an dimeziñ etre Yuzevien ha Jentiled abalamour ma "vefe distroet da vab diwar va lerc'h evit servijañ doueoù all". Al Leviegezh 24:10 a embann eo ezel mab un dimeziñ etre ur vaouez hebraek hag ur gwaz ejipsian eus "kumunizh Israel". Klokaet eo gant Levr Ezra 10:2-3 ma tiviz an Israelited distro eus Babilon dilezel o fried jentil hag o bugale[47] Er Garaegezh e kemerer e kont ar vugale diwar an tadoù nemetken, met kumuniezhioù zo a c'houlenn d'an tad ha d'ar vamm bezañ yuzev.[48].

Ar goulenn-se a oa bet roet pouez adarre dezhañ pa oa bet savet Stad Israel. Er bloavezhioù 1950 e oa bet savet ar goulenn mihu Yehoudi ? ("Piv zo Yuzev ?") gant David Ben Gourion ouzh aotrouniezhoù relijiel ha predourien hag istorourien evit renkañ kudenn ar geodedelezh. N'eo ket renket ar gudenn-se da vat en Israel e-lec'h ma vez savet ar goulenn bep an amzer c'hoazh.

Digor eo holl luskadoù ar Yuzevegezh ouzh an dud a dro ouzh o relijion ma vezont gwirion, daoust ma oa bet klasket digalonekaat seurt choaz da gustum en Talmud. Priziet eo an treiñ gant un aotrouniezh bennak dre goulennoù, atersadennoù evit priziañ pegen gwirion eo ha pegen barrek eo da heuliañ al Lezenn[49] Choaz a reont un anv hebraek relijiel hag evit anv-familh e vez graet Ben Avraham pe Bat Avraham anezho ("Ab Abraham"). Un diaezamant a sav gant an doare da anavezet an troadurioù diouzh al luskad : techet eo ar rabined reizhkredour da chom hep anavezet an dud troet ha kadarnaat gant luskadoù all, dreist-holl ma teuont eus luskadoù adreizhet met ivez eus luskadour mirour.[50] Chikan a oa bet etre lezioù-barn reizhkredour zoken war statud tud troet.[51].

Embann a ra ar Yuzevegezh rabinek eur yuzev da viken (ne vern peseurt orin, ganet yuzev pe troet yuzev). Diwar-neuze, un den a lavar bezañ dizoue pe troet ouzh ur relijion all a c'hello bezañ gwelet evel Yuzev c'hoazh gant ar Yuzevegezh hengounel. Koulskoude, luskadoù frankizour zo o doa embannet n'halled ket gwelet tud a oa troet ouzh ur relijion all evel Yuzev[52] ha Stad Israel en deus embannet kement-all goude un diviz gant an Dreist Lez-Varn[53] Reizhet eo bet ar soñj-se gant al luskad adreizhet avat o lavaret ne oa ket dispartiet da vat hag e ranked gwelet pep degouezh ha pep den evitañ e-unan. Da skouer, unan en dije troet dre heg a c'hello distreiñ hep "ober tra eus e berzh, lusket dre e c'hoant hepken" hag unan en deus dilezet ar Yuzevegezh evit ur relijion all a chom yuzev memestra.[54]. Yuzevien troet ouzh ur relijion all a oa anavezet evit bezañ dalc'het liammoù kreñv ouzh o sevenadur orin, da skouer Jean-Marie Lustiger ur Yuzev troet ouzh ar relijion gatolik betek mont da Archeskob Pariz hep dilezel e identelezh orin, pa varvas e voe douaret gant un tamm douar eus Israel ha kanet ar C'haddich (pedenn evit ar re varv) gant tus eus e familh e kreiz Iliz-veur Notre-Dame.

Niver a feizidi yuzev dre vro (e 2000)

Thumb
Steredenn David (מגן דוד, magen David), unan eus arouezioù ar yuzevegezh

N'eo ket aes respont d'ar goulenn "pegement a Yuzevien zo" kar n'en em wel ket an holl dud a c'heller lakaat da Yuzev evel-se ha lod eus an dud en em wel evel Yuzevien ne vezont ket anavezet gant luskadoù yuzev zo. Istimet e oa bet ar boblañs yuzev er bed war-dro 14 milion a dud e 2002 (tra ma oant 11 milion tro-dro 1900). Kreskiñ a ra ar boblañs yuzev eus 0.3% bep bloaz, tamm pe damm.

Muioc'h a ditouroù Bro, Niverenn ...
Remove ads

Sevenadurioù yuzev

Thumb
Ur Yuzev eus Yemen, da lavaret eo mizrac'h o pediñ e 1914

Dre vras, e vez graet Achkenazed (אשכנזים, ashkenazim, "alamaned") eus ar yuzevion a orin europat, pe e teufent eus Kreizeuropa pe eus Retereuropa, ha Sefaraded (ספרדים, sfaradim, "spagnoled") eus ar re a orin spagnol ha portugalat. Alies e vez graet Mizrac'hed (מזרחים, mizrahim, "tud ar reter" ) eus yuzevion a orin arab pe kaokazat.

Luskadoù relijiel yuzev

Yuzevegezh rabbinek

Thumb
Sinagogenn Eldbridge Street e New York, SUA

Ar Yuzevegezh rabbinek ((he) "Yahadut Rabanit" – יהדות רבנית) zo stumm pennañ ar Yuzevegezh abaoe ar VIvet hon mare, ur wezh graet war-dro an Talmud. E berzhioù pennañ zo ar c'hred n'hall ket an Torah dre skrid bezañ disklêriet reizh hep sikour an Torah dre gomz hag al lennegezh puilh savet evit spisaat peseurt emzalc'h zo kadarnaet gant al lezenn.

Yuzevegezh al luskadoù

Ar Sklêrijennoù yuzev en XVIIIvet kantved o doa degaset birvilh e metoù an Achkenazed gant ur preder a oa diwanet drezañ meur a luskad relijiel, dreist-holl e broioù saoznek (er Stadoù-Unanet peurgetket). Er-maez eus Israel, m'eo disheñvel-mik an traoù, e c'heller dispartiañ al luskadoù etre Ortodoks (pe Reizhkredour), Mirour ha Reformet.

  • An Ortodoksiezh yuzev a embann e oa bet diskuliet an Torah dre skrid ha dre gomz da Voizez gant Doue war-eeun hag ur c'hevrad eo n'haller ket kemmañ. Hervezo eo ar Shulchan Aruch (evehziadennoù diwar-benn an halac'ha) dibenn reoliadur al Lezenn yuzev. A-bouez ruz eo evito 13 pennaenn ar Feiz savet gant Maimonidez. Gallout a reer dispartiañ an ortodoksiezh e meur a luskad, enno :
    • An Ortodoksiezh yuzev hengounel, pe haredi (doujus da Zoue), ne leusk ket kalz plas d'ar vodernelezh ha ne dosta ket kement-se eus an danvezioù er-maez eus ar bed yuzev. Gallout a reer merzhet anezho dre o doare d'en em wiskañ hag o doareoù sonnoc'h da lidañ ha da gaout doujañs ouzh al Lezenn. En o zouez e kaver ar C'hasidegezh, diwanet diwar ar C'habala ha a heul kelenn un den fur ma vez bodet tro-dro ur gumuniezh vihan, hag an Haredi Seferad diwanet en Israel e metoù sefarad.
    • An Ortodoksiezh yuzev nevez
    • An Ortodoksiezh yuzev vodern ne bella ket kement-se diouzh ar bed modern na eus danvezioù all ar gouiziegezh.
  • Ar Yuzevegezh virour zo engouestlet d'ar c'hustumoù ha d'al lezennoù hengounel, da skouer doujañs d'ar Chabat ha d'ar c'hachrout, gant un doare n'eo ket ger-ha-ger da gas pennaennoù ar feiz yuzev ha da lenn an destenn hag un doare pozitiveloc'h da zegemer al lennegezh rabbinek hengounel ha modern. Hervezo n'eo ket difiñv al Lezenn met diorren a ra gant degouezhioù ur bed a cheñch. An Torah zo un diell doueel skrivet gant ar brofeted awenet gant Doue evit taolenniñ e volontez, met ne sav ket akord gant an Ortodoksiezh evit lavaret e oa bet diktet an Torah gant Doue da Voizez war-eeun[55],[56]. An Torah dre skrid ha dre komz neuze a rank bezañ lennet ha disklêriet diouzh sklêrijenn an amzer a-vremañ ha labourioù ar rabbined bet a-raok.
Thumb
Ur Yuzevez frankizour o pediñ gant an taillit hag an tefillin a vez douget gant ar baotred da gustum
  • Ar Yuzevegezh adreizhet, Frankizour pe Araogour hervez ar vro, a sell ouzh ar Yuzevegezh en un doare hollvedel, o leuskel a-gostez an darn brasañ eus Lezennoù lid an Torah evit kas war-raok doujañs al Lezennoù moral. Ingal e vez pep hini (paotred ha merc'hed) e-pad al lidoù a vez kaset alies e yezh(où) ar vro ha pouezañ a ra war an darempred hiniennel ouzh Doue.
  • An Adgroueouriezh yuzev a laka ar pouez war diviz ar gumuniezh evit heuliañ Lezennoù an Torah.

Yuzevegezh sefarad ha mizrac'h

Variezon zo etre ar c'humuniezhioù sefarad ha mizrac'h evel just, met dre vras e c'heller lavaret n'en em wel ket an div familh sevenadurel-se e stern al luskadoù bet diwanet er bed achkenaz[57] N'eus ket kement-se a luskadoù er metoù-se a gav gwelloc'h kemer an traoù eus tu "an deltenn vras" evit bodañ an holl,[58]. ar pezh zo gwir-tre bremañ en Israel, dreist-holl, a vod ar c'humuniezhioù sefarad ha mizrac'h brasañ er bed. Evelato en Israel ha dreist-holl er-maez eus Israel e c'hell hiniennoù a-orin sefarad pe mizrac'h mont d'ur sinagogenn a glot gant unan eus al luskadoù bet taolennet uheloc'h, pe dre e gredennoù personel, pe abalamour m'eo ar sinagogenn dostañ.

Yuzevegezh an div gumuniezh-se az a kentoc'h war-zu ar virouriezh dre vas, gant lidoù bet skornet pell zo dija. E-touez ar Sefaraded e kaver memestra skolioù diazezet war kelenn ur rabbi bennak, pe war ur skol-breder.

Luskadoù yuzev en Israel

Thumb
Daou goublad haredi o c'hortoz ur bus en Israel

Ar brasañ eus Yuzevien Israel en em laka e-barzh ar c'hombodoù "lik" (hiloni), "hengounel" (masorti), relijiel (dati) pe haredi. Alies mat en em wel "lik" ar familhoù a-orin eus Europa (ar C'hornôg dreist-holl), a zo a-bouez o identelezh yuzev evito, met dizalc'h eus o feiz ha doareoù relijiel. An darn-se eus poblañs Israel a vez er-maez eus ar vuhez relijiel aozet, ha pa vije ar rabbiniezh israelian ofisiel (reizhkredour) pe luskadoù an diaspora (mirour, frankizour).

Al lavarenn masorti amañ n'eus mann da welet ouzh al luskad mirour (a vez graet masorti anezhañ ivez). Klotañ a ra alies ouzh familhoù a-orin ar "Reter" (Reter-Nesañ, Azia hag Afrika an Norzh). Amjestr eo an doare ma implijer ar ger "hengounel" asambles gant "lik" : alies mat e reont anv eus traoù heñvel hag asambles e lakaer enno ur variezon vras a lidoù ha doareoù disheñvel.

N'eus ket brud vat war al lavarenn reizhkredour en Israel, er prezegennoù da vihanañ, goude m'en em gav kalz muioc'h a dud dindan ar gombod-se eno eget en diaspora. Ar pezh a glot ouzh ar reizhkredouriezh en diaspora az a ennañ ar pezh a vez graet dati (relijiel) pe haredi (doujus da Zoue, pe ultra-ortodoks). An eil ger az a ennañ kumuniezh ar Zionouriezh relijiel, pe "Kumuniezh relijiel vroadel", zo bet anavezet tamm ha tamm dindan al lavarenn haredi-leumi (haredi broadelour) pe hardal, a vesk lidoù hag ul lezenn strizh-kenañ gant un ideologiezh vroadelour diwar-benn Eretz Israel.

Gallout a reer rannañ an haredim e tri strollad diouzh harzoù etnikel hag ideologel : 1) "Lituanianed" (ket-c'hasigek) a-orin achkenaz ; 2) "C'hasideged" a-orin achkenaz ha 3) Sefaraded.

Yuzevegezhioù nann-rabbinek

Karaegezh ha Samaritanegezh

Ar Garaegezh en em wel hec'h-unan evel hêred sektoù Yuzevegezh an Eil Templ, evel ar Sadukeed. Ar Garaited ("Ar Skripturalisted") ne zegemer nemet an Tanac'h hag ar pezh a welont evel peshat (talvoudegezh eeun), n'eus ket da zegemer aotrouniezh skridoù er-maez eus an Tanac'h. Ar brasañ anezho en em wel evel perzh eus ar Yuzevegezh, met lod anezho ne reont ket.

Ar Samaritaned zo ur gumuniezh vihan bitous lec'hiet tro dro d'ar Menez Gerizim e Palestina hag un darn e Holon e-kichen Tel-Aviv. Hervezo int diskennidi israelited Rouantelezh Israel da vare oadvezh an Houarn. O lidoù zo diazezet war an Torah nemetken ha n'en em welont ket perzh eus ar Yuzevegezh daoust d'al liammoù splann.

Hamayot (Yuzevegezh Ethiopian)

Thumb
Ur Yuzev ethioppian er C'hotel e Jeruzalem

Hamayot ("relijion" e geuzeg hag amharikeg) a zo kement a doareoù relijiel ar Yuzevien ethiopian. Disheñvel-mik eo eus ar Yuzevegezh rabbinek, eus ar Garaegezh hag ar Samaritanegezh bet meneget uheloc'h abalamour ma oant bet troc'het eus ar c'humuniezhioù all kalz abretoc'h. Ar Skriturioù sakr (Orit) zo skrivet e geuzeg hag o lezennoù e-keñver ar boued zo diazezet war an destenn nemetken, hep diskleriadennoù ouzhpenn degaset gant lez-skridoù. Gouelioù disheñvel o deus ivez, lod eus ar Yuzevegezh rabbinek ne vezont ket lidet pa vez lidet reoù all dianav eus ar Yuzevien all.

Luskad B'nei Noah

An Noahidegezh zo ur skourr undoueel eus ar Yuzevegezh diazezet war Seizh Lezenn Noe hag an diskleriadennoù hengounel bet graet e-touez ar Yuzevegezh rabbinek. Hervez an halac'ha n'eus tamm redi ebet d'ar Jentiled (an dud n'int ket yuzev) da dreiñ ouzh ar Yuzevegezh met bez' o deus da zoujañ d'ar Seizh Lezenn bet roet da Noe evit kaout ul lec'h er Bed da zont, prof diwezhañ ar re reizh o emzalc'h. Ober a reer B'nei Noach ((he) בני נח, "Bugale Noe") eus an dud a heul al luskad-se, aozet dre ar bed a-bezh gant Noahideged pe gant Yuzevien reizhkredour.

En un doare istorel e oa implijet al lavarenn B'nei Noach evit an holl ziskennidi eus Noe ha ne oant ket Yuzevien, met bremañ e vez implijet kentoc'h evit tud n'int ket Yuzevien a zouj da Seizh Lezenn Noe.

Remove ads

Lidoù ha doareoù ar Yuzevegezh

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads