Menez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur menez zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez' ez eus menezioù war 24% eus gorread an Douar : 52% eus hini Azia, 36% eus hini Norzhamerika, 22% eus hini Suamerika ha 17% eus hini eus Europa. Menezidi eo 10% eus n dud, da lavaret eo e vevont er menezioù.
Evit implijoù all, gwelet Menez (disheñvelout).
Ar stêrioù pennañ a eien er menezioù peurvuiañ, ken e teu alese an hanter eus an dour a vez implijet gant an dud.
Remove ads
Uhelder
Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor (0 metr dre genemgev) ha live o leinoù.
Menez Everest eo an hini uhelañ war an Douar, 8 848,86 metr dezhañ ; en aradennad-venezioù ledanañ er bed emañ.
- Digenvez ha baliregezh
Ral a wech e vez ur menez en e unan war un dachenn. Ouzhpenn d'e uheler neuze e vez muzuliet e zigenvezh hag e valiregezh.
- Digenvez a reer eus an hed diwar-nij a zo etre ar menez M hag an uhelañ tachenn amezek, eleze skin ar c'helc'h m'eo barr M al lec'h uhelañ.
- Baliregezh a reer eus an dilive a zo etre barr ur menez M hag an ode uhelañ a ro tro da dizhout ur menez uheloc'h.
Remove ads
Menezioù dibar

- Ar menez pellañ eus kreiz an Douar eo ar Chimborazo en Ecuador, rak bolzennek eo an Douar a-hed ar C'heheder. Gant 6 272 metr avat n'eo ket al lein uhelañ en e aradennad-venezioù, an Andoù. Tostoc'h da greizenn an Douar emañ Menez Everest, pa 'z eus un diforc'h 2 150 m a zo etre eñ ha Chimborazo.
- Lein ar menez-tan Mauna Kea en Enez Hawai‘i eo an hini pellañ eus e ziaz, p'emañ 9 000 metr a-us strad ar Meurvor Habask.
- Mons Olympos war Meurzh eo ar menez uhelañ e koskoriad an Heol, 26 000 metr uhelder dezhañ.
Remove ads
Gwelet ivez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

