Messerschmitt Me 262
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Messerschmitt Me 262 Schwalbe / Sturmvogel[1], berraet en Me 262 zo u nijerez-vrezel eus an Trede Reich ; ar c'hentañ karr-nij dre zazloc'h oberiat eo bet.
A-raok an Eil Brezel-bed e oa bet boulc'het al labour war korf ar c'harr-nij. Kudennoù gant ar c'heflusker ha gant an uhelder nij a lakaas ar c'harr-nij da chom er-maez eus ar servij en aerlu Luftwaffe betek kreiz ar bloavezh 1944.
An Me 262 a oa primoc'h, hag armet gwelloc'h, evit an holl girri-nij a oa gant ar Gevredidi, zoken evit ar c'harr-nij saoz flistradell Gloster Meteor. Gant un ermeg eus ar re vodernañ e servijas e-pad an Eil Brezel-bed. An Me 262 a oa bet implijet evit meur a rol : bombezer krenn, spier, chaseer, ha chaseer-noz dre radar.
Nijerien an Me 262 a gemer war o c'hont un hollad a 542 garr-nij kevredidi distrujet, hervez ar mammennoù e kaver ur sifr uheloc'h c'hoazh.
A-benn talañ ouzh ar c'hirri-nij marvus-se e tibabas ar Gevredidi o bombezañ pa oant pradet pe o zagañ pa oant o pradañ p o tibradañ.
Kudennoù keflusker a veze dizehan dre vodernelezh an droelldazloc'her Junkers Jumo 004, an hini gentañ lakaet da vezañ savet a-druilh. Bombezadegoù nerzhioù ar Gevredidi war ar mirlec'hioù dour-tan a skañvaas ivez pouez an Me 262 er stourm. E fin ar brezel, ar c'harr-nij en doa bet ur pouez dister a-fed sikour an Trede Reich da c'hounez ar brezel : implijet fall, lakaet e servij re ziwezhat, hag an niver bihan nivez anezho o nijal o deveze kudennoù motor.
Muioc'h a spont eget a drec'h a voe degaset gant an arm nevez-se e gwirionez.
- Logell-sturiañ un Me 262
- Un droelldazloc'her Junkers Jumo 004
Remove ads
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads