Michael Haneke
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Michael Haneke, ganet d’an 23 a viz Meurzh 1942 e München, zo ur filmaozer ha skriver scenario aostrian.
Remove ads
Oberennoù
Teiroberenn ar Skornerezh
Anvet eo bet e dri film sinema kentañ teiroberenn ar Skornerezh. Er filmoù-mañ e kaver tudennoù a gav diaes mont e darempred ha komz, livioù yen, luskoù goustad.
Der siebente Kontinent
Aozet eo bet e film sinema kentañ, Der siebente Kontinent (ar seizhvet kevandir, 1989), diwar un istor wir, hini ur familh a ziviz drailhañ pep tra en he buhez hag en em lazhañ.
Bennys Video
Kontañ a ra e eil film, Bennys Video (Video Benny, 1992), istor ur c’hrennard a vev dre filmoù. Lazhañ a ra e gamaradez ha gwarezet eo gant e dud.
71 Fragmente einer Chronologie des Zufalls
E drede film, 71 Fragmente einer Chronologie des Zufalls (71 darn ur gronologiezh ar chañs, 1994) a gont, e stumm perzhioù berr, istor un hold-up en ur bank.
Das Schloß
Das Schloß (ar c’hastell, 1997) a zo azasaet diwar romant Franz Kafka gant ar memes titl.
Funny Games
E Funny Games (1997) e weler ur familh aet da vakañsiñ war word ul lenn, taget gant daou baotr yaouank a glask lazhañ anezho. C’hoari a ra tudennoù ar familh evel en ur drajedienn, hag an daou baotr evel en ur gomedienn.
Code inconnu
E Code inconnu (Kod dianav, 2000) e weler tudennoù a glask kemenn hep kavout penaos ober.
La pianiste
La pianiste (Ar sonerez piano, 2001) a zo aozet diwar levr Die Klavierspielerin (1983), skrivet gant Elfriede Jelinek. Kontañ a ra istor ur gelennerez piano, diaezamantoù reizhel en he buhez.
Le Temps du loup
Le Temps du loup (Amzer ar bleiz, 2003) a gont istor ur familh en ur bed post-apokalips.
Caché
E Caché (Kuzhet, 2005) e weler un den a resev kasetennoù video a zegas d’e soñj e vugaleaj.
Funny Games U.S.
Funny Games U.S. (C’hoarioù fentus SUA, 2007) zo un adaozañ (remake) eus ar film Funny Games evit arvesterien ar Stadoù-Unanet Amerika.
Das Weiße Band
Kontañ a ra Das Weiße Band (Ar seizenn wenn, 2009) istor ur gêrig alaman goude ar brezel-bed kentañ.
Aet eo palm aour gouel Cannes gant ar film-mañ[1].
Amour
En Amour (Karantez, 2012) e rank un den kozh ober war-dro e wreg, klañv goude bezañ bet ur gwallzarvoud eus gwazhied an empenn.
Meur a enor en deus tapet ar film-mañ:
Happy End
Kontañ a ra Happy End (2017) istor ur familh bourc'hizien o vevañ e Calais.
Remove ads
Filmlennadur
Filmoù skinwel
- … Und was kommt danach ? (Ha petra a zeu war lec’h?) (1973)
- After Liverpool (Goude Liverpool) (1974)
- Spermüll (Lastez) (1976)
- Drei Wege zum See (Tri hent davet al lenn) (1976)
- Lemminge (Lemminged) (1979)
- Variationen (Variadurioù) (1983)
- Wer war Edgar Allen ? (Piv a oa Edgar Allen?) (1984)
- Fräulein (Dimezel) (1985)
- Nachruf für einen Mörder (Mortuaj ur muntrer) (1991)
- Die Rebellion (An emsavadeg) (1992)
- Das Schloß (Ar c’hastell) (1997)
Filmoù sinema
- Der siebente Kontinent (1989)
- Bennys Video (1992)
- 71 Fragmente einer Chronologie des Zufalls (1994)
- Funny Games (1997)
- Code inconnu (2000)
- La Pianiste (2001)
- Le Temps du loup (2003)
- Caché (Kuzhet) (2005)
- Funny Games U.S. (2007)
- Das Weiße Band (2009)
- Amour (Karantez) (2012)
- Happy End (2017)
Remove ads
Enorioù
- Komandour Urzh an Arzioù hag al Lizheroù[5]
- Marc'heg al Lejion a enor (2012)[6]
Levrlennadur
Michel Cieutat et Philippe Rouyer, Haneke par Haneke, Pariz, Stock, dastumad « Essais - Documents », 2017, ISBN (ISBN 978-2234064850).
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads