Microsoft

From Wikipedia, the free encyclopedia

Microsoft
Remove ads

Microsoft Corporation berraet alies gant ar stumm Microsoft a zo un embregrezh liesvroad stlenneg amerikan, savet gant Bill Gates ha Paul Allen d'ar 4 a viz Ebrel 1975 e Albuquerque. Savet e oa bet da gentañ evit dioroiñ ha gwerzhañ programmoù evit an Altair 8800. Goustadik e oa deuet da vezañ mestr war an urzhiataerezhioù personel dre sevel savennoù oc'h implij an MS-DOS e-kreiz ar bloavezhioù 1980. Goude-se e vezo kresket galloud Microsoft dre ar savenn Microsoft Windows, an hini implijetañ kement e bed an urzhiataerezhioù personel evit hini ar stlenneg labour.

Fedoù berr-ha-berr Tachenn obererezhioù, Deiziad krouiñ ...

Adalek ar bloavezhioù 1990 e voe dioroet hentoù all gant Microsoft a-benn brasaat, prenadennoù e-leiz a voe eus embregerezhioù ar stlenneg betek lakaat un arvar a monopol war bed ar stlenneg. E Mae 2011, Microsoft a bren an teknologiezh Skype evit $8.5 billion, ar postañ arc'hant uhelañ gant Microsoft e chom betek an deiz-a-hiziv.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads