Miletos

From Wikipedia, the free encyclopedia

Miletos
Remove ads

Miletos (e gresianeg kozh Μίλητος / Mílêtos; turkeg Milet) a oa ur geoded c'hresian, ur polis ionian gant ur porzh mat war aod kornôg Azia Vihanañ, e-kichen ar stêr Meandros (Mendérèh e turkeg). Hiziv emañ e proviñs Aydin.

Thumb
Kartenn eus Lidia : Miletos ha keodedoù all
Thumb
Porzh ha marc'had Miletos adsavet. Gwelout a reer an nor vras adsavet a zo diskouezet er Pergamon Museum e Berlin e krec'h, en dorn kleiz
Thumb
Marc'had Miletos, er Pergamon Museum e Berlin
Thumb
An agora hag ar pozh kozh
Thumb
Stoa ionek war an hent sakr
Thumb
C'hoariva Miletos
Thumb
C'hoariva Miletos
Thumb
C'hoariva Miletos
Thumb
Amfiteatr Miletos
Remove ads

Mojenn

Hervez Homeros (Ilias, levrenn II) e oa ur geoded karian da vare brezel Troia. Er mojennoù gresian e lavarer e oa bet savet ar geoded gant un haroz anvet Miletos hag a dec'has diouzh Kreta abalamour da warizi ar roue Minos, da vont da repuiñ d'ur vro anvet Anaktoria kent, hag e vije bet savet ar geoded gant Miletos goude dezhañ trec'hiñ ur ramz anvet Asterios, mab Anaks.

Istor

Menegiñ a reer Miletos evit ar wezh kentañ e bloazdanevelloù hittit ar roue Mursilis II dindan an anv a Millawanda. E 1320 kent J.-K. e oa bet harpet ganti an emsavadeg renet gant Uhha-Ziti, eus Arzawa, a-enep an impalaeriezh hittit.

Dont a reas kêr Miletos da vezañ unan eus daouzek keoded Ionia, en Azia Vihanañ, dezhi ur porzh a-zoare. E-pad ar VIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kent J.K. e savas Miletos kalz trevadennoù tro-dro ar Mor Du, ma voe ur vro c'halloudus war vor. Gant Herodotos ez eus bet renablet 90 trevadenn savet gant Miletos, en o zouez : Appolonia, Odessos, Tomis, Histria, Tyras, Olbia, Panticapaeum, Theodosia, Tanais, Phanagoria, Pityus, Dioscurias, Phasis, Trapezunt, Kerasos, Kotyora, Amisos, Sinope, Kytoros, Sesamos.

Bras e oa bet he sked e fin ar VIIvet kanved dindan tiranterezh Thrasibulos, met goude ma voe kaset hemañ kuit e c'houzañvas ur prantad reuz ha diemglevioù diabarzh feuls. Lakaet e oa bet un termen dezhe a-benn ar fin gant tredeoged Paros a lakaas ar galloud e daouarn ar berc'henned douaroù.

E-doug ar VIvet e vevas eno ar brederourien Thales Miletos, Anasimandres, Anasimenes hag un tamm diwezhatoc'h Hekataios Miletos al logografour hag ar barzh Fokilides.

Pa zegouezhas ar B/Persed e lakajont Hitiaios da dirant war ar geoded. Diwezhatoc'h ez eas hemañ da guzulier da Suse hag e voe renet ar geoded gant e vab-kaer Aristagoras. Broudañ a rejont o-daou en un doare disheñvel, e -499, Emsavadeg Ionia enep Persia. Lakaet e voe an demokratiezh da ren e Miletos hag a skoulmas un emglev gant ar c'heodedoù ionian all. Aristagoras a yeas da glask skoazell enep ar Bersed e keodedoù gresian Europa. Nac'hañ a reas Kleomenes I, Roue Sparta, met ur skoazell vihan a voe kaset gant Aten. A-benn nebeut koulskoude e oa bet trec'het an Ionianed. Kemeret e voe Miletos gant ar Bersed goude ur seziz e 494 ha devet gante. Harluet e voe hec'h annezidi e Suse, Kerbenn ar Bersed.

Adsavet e voe Miletos e 479, kemer a reas perzh e Kevre Delos ha goude se en em savas a-enep beli Aten e 412. Gallout a reer menegiñ e-touez Miletoziz vrudet an amzer-se Aspasia, serc'h Perikles, Hippodamos, kêraozour ar Pire, hag ar barzh Timothe.

Er IVvet kantved, e tremenas Miletos dindan veli Mausole. E 334, e voe kemeret gant Aleksandr Veur.

Brudet e veze ar geoded-se evit an dilhaderezh a oa enni. Ar gloan a veze produet eno a veze sellet outañ evel an hini gwellañ er bed en Henamzer.

Anv zo eus Miletos en Testamant Nevez rak eno e kejas an abostol Paol gant re henañ iliz Efez a-raok bezañ harzet ha kaset da Roma evit bezañ barnet. Er geoded-se ivez e tiskuizhas Trofimus, unan eus kompagnoned beaj Paol, pa oa bet klañv.

E-kerz ar marevezh bizantian e teuas Miletos da vezañ annez arc'heskobed. D'ar c'houlz-se e oa bet savet ar c'hastell bizantian bihan anvet Castro Palation, war ar menez, e-kichen ar gêr.

Turked Seljouk a reas o annez er gêr en XIIvet kantved hag a liammas darempredoù kenwerzh gant Venezia.

Implijet e voe ar gêr evel ur porzh d'ar c'houlz ma oa renet Anatolia gant an Otomaned. Pa voe stanket ar porzh gant al lec'hid e voe dilezet ar gêr. Hiziv emañ he dismantroù tost da 10 kilometrad diouzh ar mor.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads