Modh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Modh a vez graet eus un nyat (kumuniezh) marc'hadourien (bania) genidik e penn-kentañ eus Modhera e Stad Gujarat en Xvet-XIvet kantved.

Un nebeud Modhed vrudet

  • Acharya Hemachandra (1089-1172), kuzulier Chalukya Kumarpal
  • Bhattaraka Kumudachandra eus Bardoli eus Mulasangh, bet o ren etre 1599 ha 1630.
  • Mahatma Gandhi
  • Dhirubhai Ambani, krouer Reliance, brasañ embregerezh prevez India

Hindoued Vaishnava eo ar Vodhed pe, a-wechoù, Jained. Dre m'eo digresket an niver a Vodhed jain er c'hantvedoù diwezhañ o deus kavet bod e kumuniezh jain an nav-nat.

Kuzulier speredel mamm Mahatama Gandhi a oa ur manac'h jain Becherji. Diwar e intrudu eo ma c'houlennas mamm Gandhi ouzh he mab prometiñ chom hep debriñ tamm kig ebet e Bro-Saoz, a-benn ma c'hallfe-hi reiñ hec'h asant dezhañ da vont di da studiañ ar gwir.

Remove ads

Liammoù diavaez (e saozneg)

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads