Morgana
hudourez e mojennoù ar roue Arzhur From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Morgana[1],[2] (Morgan le Fay e saozneg[3],[4],[5], Morgane e galleg) ; Morgan e brezhoneg [1],[6] hag e saozneg[3], Morgain[4], pe Morgue[5], zo un hudourez e mojennoù ar roue Arzhur.
- Pennadoù Morgan (anv-den) ha Morgane zo ivez.

Hanterc'hoar, pe c'hoar, eo da Arzhur, ha hudourez eo. Enebourez eo d'ar roue, d'e bried Gwenivar, ha da varc'heien an Daol Grenn.

Kentañ meneget anezhi a zo gant Jafrez Menoe en XIIvet kantved.
Remove ads
Lennegezh Kembre
Kentañ meneg anezhi zo e Vita Merlini, ur varzhoneg latin gant Jafrez Menoe e 1150. Un hudourez desket eo en Avalon ma tegemer Arzhur, gloazet fall.
Mont a ra Jean Markale da glask an orin anezhi en un doueez Morrigan, hañval ouzh an doueez-vamm ar C'halianed[7]. Met fae a vez graet war brizhtezennoù Markale gant ar geltiegourien peurvuiañ.
Merc'h eo da Avallach, pe da roue Avallach (Avalon ?), en Trioedd Ynys Prydein, darempred he deus gant ar roue Urien, ha genel a ra e zaou vab, Owain ha Morvydd[8].
Remove ads
Skridoù all
- Meneget eo evel maeronez Gargantua gant Rabelais,
- Fata Morgana (Boudig Morgana en italianeg) zo un anadenn optikel en dremmwel.
Gwelet ivez
Notennoù ha daveennoù
Liammoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads