Morganez
🧜♀️tudenn hanter vaouez, hanter besk a gaver e mojennoù ur bern broioù dre ar bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur vorganez, pe morwreg, zo un tudenn mojennel, hanter vaouez (lodenn grec'h) hanter besk (lodenn draoñ). A-wechoù e vez liammet ar morganez gant darvoudoù dañjerus evel ar barradoù-amzer, peñseoù listri ha beuziñ. Darn zo drouk, hag a glask beuziñ tud, re all dizrouk. E hengounioù pobl all (pe a-wechoù e-barzh ar memes hengounioù) e c'hellont bezañ madelezhus, o reiñ madoù pe o kouezhañ e karantez gant an dud. Lod a vag karantez ouzh martoloded yaouank.
Kavet e vez ar morganez e mojennoù meur a sevenadur dre ar bed, en o zouez Europa, Amerika Latin, Azia hag Afrika.
Remove ads
Morganez ha siren
Ar sirened meneget en Odysseia n'int ket "morwragez", pa n'int ket hanter besked ha pa ne vevont ket er mor. Ar re-se a oa hanter merc'hed ha hanter evned: n'int bet taolennet evel morganezed nemet pell war-lerc'h. (Daveoù a vank)
Lennegezh
- Hans Christian Andersen, Den lille havfrue ("Ar Vorganezig"), 1837 ; bet troet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Plac’hig vihan ar mor, Gwalarn 12, 1928, skeudennaouet gant Loik.
Kanaouenn
- Son ar vorganezig (Daveoù a vank)
Pennadoù kar
Skeudennoù
- Harpell, iliz-veur Wells, Somerset
- The Fisherman and the Syren, gant Frederic Leighton, c. 1856–1858
- Havfrue, de Elisabeth Jerichau Baumann (1873)
- Louis-Maurice Boutet de Monvel (1885)
- The Mermaid, gant Howard Pyle (1910)
- The Mermaid and the Satyr, gant Ferdinand Leeke (1917)
- Mermaids, gant Jean Francis Aubertin (circa 1920)
- Korf-eskern. Mousfent, e Mirdi Broadel Kobenhaven.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
