NBC
rouedad skinwel ha radio stadunanat From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An National Broadcasting Company, pe National Broadcasting Company, Inc., berraet en NBC, zo ur rouedad radio ha skinwel stadunanat. Perc'hennet eo gant NBCUniversal, ur skourr eus Comcast. Ar rouedad a zo diazezet d'an 30 Rockefeller Plaza en New York, gant burevioù all nepell diouzh Los Angeles (d'an 10 Universal City Plaza), Chicago (en NBC Tower), e Philadelphia (er Greizenn Comcast Technology Center). NBC a zo unan eus an tri rouedad pennañ skinwel dre ar bed. Lesanvet eo a-wechoù ar "Peacock Network", oc'h ober dave d'al logo, krouet e 1956 evit brudañ modernelezh ar rouedad o skignañ e liv. Deuet eo da vezañ an ardamez ofisiel e 1979.

Savet e 1926 gant ar Radio Corporation of America, NBC eo an hini koshañ eus ar "Big Three" hengounel e skinwel Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet ar "Peacock Network" evit ober dave d'al logo, a oa bet degemeret e 1956 evit brudañ dreistelezh teknikel an embregerezh a-fed ar skignañ e liv.
NBC a zo perc'henn war 12 lec'h skignañ ha liammet gant tost da 200 all dre SUA. Ul lodenn eus ar skignañ a c'heller gwelet e Kanada ha Meksik dre skignerien skinwel dre goumanant war harzoù ar broioù. NBC a gendalc'h gant aotreoù skignañ etrebroadel e Su Korea hag Alamagn.
Remove ads
Liammoù diavaez
- (en) Lec'hienn ofisiel
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
